Dek stajiad evit ur stummer aketus ha prest da respont d'an holl c'houlennoù. Petra a dalvez ar ger " Pourleth" ? Bro Aleth peotramant ur ger o tont eus ar ger galleg "bourrelet",ul lodenn eus dilhad ar merc'hed, perak pas ?
Tonioù a seblant da Yann brezhoneger hengounel a zeu eus Iwerzhon, Bro C'hall, Kembre ...
Pa oa pevar c'helc'h keltiek e Breizh, e Pondi, Kemper,... e veze lañset tonioù a rae berzh hag a-wechoù ne oant ket eus Breizh tamm ebet, unan deus outo, brudet-tre, a zeu eus Gresia zoken !
A-hed an deiz e oa bet displeget gant Jorj Belz pinvidigezhioù glad kanet Bro Gwened : laride diouzh ar c'hizh er bloavezhioù 1900, o tont alies eus tonioù bale, kas a barzh, an dro, hanter dro, kanet asambles ouzh an daol pe pa veze an dud o tañsal.
Bourrus e oa evit ar stajidi ha "mersi bras" dezhañ, o deus lavaret an holl stajidi asambles.