Aozet asambles gant Ti ar vro Bro Kemperle, Mademos hag ar stal Penn da benn, setu Rejin Gwilhamot o sevel goulennoù digant Loeiza An Duigou, ur skrivagnerez yaouank.
Tri levr dindan ken nebeut a amzer, penaos e vefe posubl ? Paouezet he deus Loeiza gant he labour gelennerez, evit gouestlañ he amzer da lenn, da skrivañ, da genskrivañ, da skriva~n asambles gant mignoned dezhi...
Tresañ a ra un hent fentus, diroll, ha gant temoù a vez anavezet e bed al lennegezh ar yaouankiz : bed ar sorserezed, doare Rowling pe Tolkien e brezhoneg en amzer a-vremañ, met ivez ober a ra goap ouzh an anvioù distaget mod bro C'hall evel "Elouâne",e lec'h "Elouan", mont a ra war u lennegezh frank, digor d'ar seizh avel, d'ar grennarded an deiz-a-hiziv.
Goude Rampo, 13 straed ar skav gwarc'h, setu plas da "Oremuz", heuliadenn goulennet gant he c'hoar, d'al levr kinniget evit Priz ar Yaouankiz ar bloaz-mañ. Gant ma vo sikouret he labour, kavet ti-annez skrivagnerien, evit nompas terriñ al lañs, ar c'hoant hag ar blijadur a vez diskouezet ganti dec'h ba Kemperle !!!