Ar priz lennegel « Sten Kidna-Le long cours du Bono » , bet krouet e 2009 get kumun ar Bonoù evit inouriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg, a vo roet c'hoazh e 2014, er Bonoù, e miz Mae pe Mezheven (war lerc'h ar votadegoù). Pemp dastumad danevelloù embannet e 2012/2013 a zo bet lakaet war ar renk get ar juri savet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna hag a labour get kumun Ar Bonoù war ar raktres mañ.
Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2014 :
- Traoù nevez, Yann Gerven, Skol Vreizh, 2013
- Boned glas ar Pagan, Goulc'han Kervella, Al Liamm, 2012
- Penaos e ya ! Ar bed ? Goulc'han Kervella, Keit vimp bev, 2013
- Ar boan beva, My Skaouidig, Emgleo Breiz, 2013
- Bed ZH, Paol ar Meur, Mouladurioù hor yezh, 2012.
Ar skrivagnerien priziet dija :
- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez
- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren
- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas
- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn
- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol
- 2014 ?
Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre/02 97 29 16 58, STENKIDNA 2 [at] wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com