Sal vras Lokoal : ur bochad tud deuet evit dañsal kas-a-barh, laridenn, mod ar vro get ur bern sonerion daou ha daou, bagad Lokoal, ha strolladoù kanerion.
Brudet-mat int paotred ar strollad "Trouzerion". Gant Jorj Belz oa bet lavaret : "amañ e Lokoal hon oa kroget da ganal, 50 vloaz zo, ha setu ni deuet en dro, a-drugarez d'ar bagad en doa pedet 'nomp. Atav kement a blijadur, memes ma vank deomp tri ac'hanomp, aet d'an Anaon". Fromet Jorj, met diouzhtu o komañs get "I love you, you love me, Karanti, Karanti"...
Ma vefe gant an "Teodoù fall", pe "Kanerien Pleuigner", atav e vez kavet ar memes beudjon, ar memes doare da lakaat kan bro an Alre e dilhad Sul evit an danserion !
2 | 0 | Tweet |
|