Tem 'trezek ar mor oa hini dibabet evit ar genstrivadeg niv. 21. Kroget gant Hopala, aozet war lerc'h gant ar festival Taol Kurun, ha bremañ gant ar gevredigezh féa (priz ar vugale ha priz ar yaouankiz, filmoù), ar c'honkour a ra berzh er bed a-bezh. Tud Roumana a vez trec'h ingal, met resevet e vez ivez haiku bro Kebeg, Aljeria, bro Alamagn, Suis, ...
26 stal haiku a zo bet graet er skolioù gant seizh e brezhoneg (Banaleg, Kemperle, Tremeven) hag en galleg (lise, skolaj, skolioù), a-drugarez da Ti ar Vro bro Kemperle ha Kuzul Rannvro Breizh. 974 barzhoneg e galleg, 291 e brezhoneg, ha 38 e gallaoueg abalamour d'an opsion a zo bet nullet evit ar bak. Nec'hus ken ha ken eo. Ha c'hoarvezout a raio evit ar brezhoneg a-benn nebeut ?
Trec'h e oa bet e brezhoneg skolidi Kemperle, Banaleg ha Tremeven evit ar vugale :
Ar mintinvezh du
kregin er mor teñval
ar mor yen ha trist
Soazig, Skol Diwan Kemperle
Ma zreid er mor
evit ar wech diwezhañ -
adkroget ar skol
Donovan, klas divyezhek Tremeven
Dirak ar Mor du
n'ouzon ket petra ober
bugel ebet o c'hoari
Lou, skol Diwan Banaleg
Evit ar grennarded, feal eo skolaj Henri Wallon ha Skolaj Plijidi, gant Myriam Guillevic ha Gwenola Coic, deuet da vout ampart e arzh an haiku :
1- Divroad kollet
o vont gant red an dour sklas
Nedeleg laouen
Apolline, 5vet gwenn, Plijidi
2- Ar mor sklaer ha glas
ar vaout o heuliañ he hent
treset gant plastik
Alwena, 6vet gwenn, Plijidi
3- Nijadenn ar ouelan
sonerezh dous an avel
a-us an traezh flour
Tidiane, 5vet Henri Wallon, Lann er stêr
Hag evit echuiñ evit ar brezhoneg, trec'h oa bet daou zen nevez, gourc'hemennoù dezhe, ha Loig Kampion, bet trec'h dija !
Gourc'hemennoù da Mona Mazet Baudé, tapet ar priz kentañ ganti !
1- Pa freg ar wagenn
bili an aod a ruilh-diruilh
'vel perlez en noz sioul
Mona Maze-Baudet
2- Mor kalm-chok
war divaskell ar vorvran
dour ha gouloù
André Bonnard, Merlevenez
3- Lanv er porzh kozh
rouz noz en dremmwel a lufr
ba ma gwerenn bier
Loig Kampion, Naoned
Roet e oa bet ar prizioù e teatr Kerbertrand Kemperle, gant 50 skolajiad ha lisead, hag a-raok e oa bet aozet un eskemm etre ar barzh Yvon le Men, Goncourt barzhoniezh 2019, ha lennadennoù graet gant ar re yaouank. Plijus ken ha ken e oa, hag un doare evit nann-vrezhonegerien da selaou teir yezh Breizh !
Hag ar bloaz da zont, emit-hu ? Kenstrivadeg pe pas ? N'eo ket sur, kar kalz labour a youl vat a zo evit aozañ ur genstrivadeg. Kit war al lec'hienn taolkurun.free.fr evit lenn ar barzhonegoù, haiku ar bloaz-mañ, met ivez ar re zo bet e konkourioù all ! Ha goude 20 vloaz, gant ur skor