Kudenn an deiziataer : pa vo ur mor a dud e Kemper evit difenn plas ar brezhoneg er gevredigezh e Breizh, pegement a dud a vo ba Naoned evit nac'hañ program nukleel bro C'hall ?
Prientet abaoe pell, diaes eo gouzout pegement a dud e vo, ur pezh mell vanifestadeg ba Naoned disadorn a zo aozet gant ar FAN Breizh hag aozadurioù o tont eus pep lec'h, evit lavarout eo ur vezh program nukleel bro C'hall, gant fiasko Flamanville, ha kement zo tout.
Kollet e vez arc'hant bemdez o sevel ur ramz ne ya ket en dro. Ur "passoire" 'giz oa bet lavaret meur a wech. Orano, bet Areva ha Kogema a-raok, a gendalc'h da rein 70% eus an energiezh produet e bro C'hall. Gant kreizennoù re gozh ha dañjerus dindan berr amzer, vbavañ arimp neuze ur Fukushima e bro C'hall ? N'eo ket diposubl hiziv. Sevel 6 kreizenn all ? Ha fur eo ? Ar vro a-drugarez d'ar Jeneral de Gaulle, nukleariset ar muiañ er bed eo bro Frañs. Tout an dud a chom a sav gant ar produiñ nukleelen Europa hag ar bed, ha ni amañ a vefe o kenderc'hel ? O prientiñ an Apokalips ?