Mallozh sant Houarnev
Ur sant brudet eus amzerioù kentañ Breizh Arvorig, Houarnev alias Herve, ar barzh dall, a zo paket evel sant Anton, penitiour e dezerzh Egipt, gant hoal an Droukspered. Dont a ray a-benn memes tra da ziskoulmañ un iskis a laeroñsi.
Troioù-kaer Salaun lesanvet ar foll
A-drugarez d’un diell espar bet diskoachet dre zegouezh en ur ober labourioù en ur maner kozh, e reer anaoudegezh gant avanturioù dianav Salaun ar Foll, hag eñ o hentiñ sañset merc’hed a vuhez fall.
Pardon al Laboused
Kavout a ra ul livour an awen en-dro bennozh d’ur gejadenn dic’hortoz da-geñver pardon brudet Sant-Yann Plougastell e 1890.
Na Doue na Mestr
Emeur da vat e « Brest-ar-gêr-ruz » e deroù an XXvet kantved. Ret eo gouzout e oa Brest rakward al luskadoù micherour. Ur prezegenner anarkour a zeu a-benn da dec’hout diouzh krabanoù gwazed ar Surentez deuet eus Pariz.
Krog ha diskrog
Adkavout a reer amañ tudennoù an danevell gent e-ser ur c’habaduilh etre micherourien ha soudarded ha poliserien, hag a lakaas birvilh bras e kreiz-kêr e miz Gouere 1904.
Mall achap !
Olier Guillermou, deskard munuzer Na Doue na Mestr, micherour anarkour Krog ha Diskrog, deuet da vezañ ur mekanisian brudet, a gav gwelloc’h tec’hout da v-Mec’hiko eget kemer perzh er Brezel-bed kentañ.
Unan hag a oa dir war he zal
Anna, ar benndudenn, a zo ur plac’h a benn, gouest da dalañ ouzh an diaesterioù hag ouzh ar baotred. E 1946, da vare m’edo un darn vat eus Brestiz o vevañ e barakennoù, ez adkav un draezenn brizius e rivinoù ar gêr dismantret.
Amañ emaon
Da vare ar c’hovid, n’eus roud ebet ken eus Emilion, goude ur vezvadeg en e di. Adkavet e vo gant e vignoned e traoñienn ar Penfell, goude un huadeg.
Ar vorwreg
Un istor faltaziet, anneuzhek. Perc’henn un ostaleri e Treganan a zo darbet dezhañ koll e skiant-vat da-heul steuzidigezh ur gelc’hienn berlez, hag a oa stag ouzh kerc’henn delwenn ur vorwreg, e sal an ostaleri.
Aour ar Gelted
Ha tizhout a raio un numismat diskoulmañ un enklask polis a-zivout pezhioù moneiz eus amzer ar Gelted kozh ?
0 | 0 | Tweet |
|