Daoust d'an avel, daoust d'al lec'h pell eus pep tra, o doa kendalc'het "la compagnie des flâneurs" da labourat war ar varzhoniezh e Breizh hag e Asturias, ha da ginnig o labour c'hwec'h devezh da heul er festival
Kaset gant ur skipailh maouezed mennet, o prientiñ abred ar festival, setu ar peder maouez asambles gant Marianig Larc'hanteg o seniñ telenn etre ar barzhonegoù. Plijadur zo bet, zoken ma ne oa ket blet klevet mat pep tra. Gant ar spi, e vo, 'benn bloaz, ul lec'h degemerusoc'h ha brudet muioc'h, ha distro Celine Benabès, hag a oa ken dipitet he doa lavaret ne zistrofe ket d'ar festival...
1 | 0 | Tweet |
|