Kemennadenn: 13/01/2023
UDB Kreiz Breizh a sav a-enep adaoz ar retredoù hag a c’halv da gemer perzh e manifestadeg Karaez d’an 19 a viz Genver 2023
Pezh a ouzomp eo e vez muioc’h-mui a dud en dilabour a-raok bezañ bet gouest anezhe da lakaat da dalvezout o gwirioù evit o leve. Pa zeu fin oc’h amzer labour e teu an traoù da vezañ diaesoc’h-diaesañ gant an dud ha kalzig anezhe zo skuizh-divi, divarrek da labourat pe gant un ehan-labour. Ampellañ oad ar retred da 64 bloaz a-benn 2030, diouzh un trimiziad ar bloaz adalek miz Gwengolo, a lakao an niver a dud a gemero o leve abretoc’h da greskiñ ha live ar pañsionoù da zigreskiñ dre-ma vo uheloc’h an diskodoù. Gant ur skodenniñ evit ar retred lakaet da 43 bloaz hag ar re yaouank a zo war ar studi o kregiñ diwezhatoc’h gant o labour e vo nebeutoc’h a vicherouerien gouest da gaout ur retred klok.
Goude an dud dilabour eo tro ar retredidi da zegas arc’hant e kefoù ar Stad. Dav vo deomp-ni bezañ niverus-tre er straejoù ha stourm kalet ouzh ar gouarnamant evit dont a-benn da lakaat anezhañ da zilezel e raktres direizh… n’eus ket met-se d’ober ! Neuze e c’houlomp gant an holl mont er straejoù : ar vicherourien, an implijidi, an dud dilabour, ar retredidi…
UDB Kreiz Breizh
0 | 0 | Tweet |
|