Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
C'hoariva er skol : un doare da vevañ ar yezh tostoc'h ouzh ar vugale ?
Daoust da bemp strollad a-vicher, daoust d'al labour ramzel graet gant Ar Vro Bagan pe la Obra, e chom dister niver a vugale hiziv an deiz a ra c'hoariva er skol
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 11/09/17 13:15
:

Daoust da bemp strollad a-vicher, daoust d'al labour ramzel graet gant Ar Vro Bagan pe la Obra, e chom dister niver a vugale hiziv an deiz a ra c'hoariva er skol.

Ar c'hoariva zo ur skol evit deskiñ ur bern traoù a vank d'ar re yaouank n'o deus ket bet ar chañs da gaout un endro e brezhoneg. Penaos fuloriñ, bout amourous, magañ kasoni pe gwarizi ? War ul leurenn ?

Ar skol-veur : an dezerzh ?

Souezhus eo ne vefe ket stummet ar studierien d'ar c'hoariva pa weler pegen pouezus eo evit ur c'hlasad hag evit adperc'hennañ ar yezh. Ma vefe en ESSPE pe e Kelenn, ne vez ket gwelet kalz ar studierien o pleustriñ gant ar c'horf, ar vouezh, an ijin... (Bob Simon evit an distagadur, gwir eo, met n'eo ket ken pouezus lakaat ar from da vevañ war al leurenn, ar c'hoarzh hag an anken ? ).

Abalamour da betra ne vez ket gouestlet un trimiziad d'ar c'hoari e brezhoneg gant ur pezh-c'hoari da leurenniñ gant arzourien a-vicher, brezhonegerien anezho ? Koulskoude, 40 vloaz 'zo, oa bet krouet Teatr Penn ar bed, gant studierien ha kelennerien skol veur Brest...

Liseidi Diwan

Troiadoù a vez bep bloaz abaoe 2009 e lsie Diwan Karaez. Tud yaouank ampart, ambrouget gant Yann-Fañch Jacq, erlec'hiet gant Lomig Bosser bremañ, ha Paskal Cariou. Ur c'hest evit kavout un dra vurzhudus, pe ar vuoc'h chomet war an hent pe ur c'heotenn da bareañ an tad-kozh... a vez alies diazez an istor. Ampartiz evit c'hoari, labourat a-stroll, kinklañ, aozañ etre teir ha pemp abadenn bemdez e skolioù divyezhek e pemp korn Breizh. Ha treuzkas ar c'hoant, ar blijadur, lakaat ar vugale da c'hoarzhin...

C'hoariva er skolaj ?

Pa oa Jakez ar Borgn pe Céline Soun kelennerien mennet gant ar c’hoariva er skolaj e veze sevenet raktresoù dreistordinal : krennarded bet betek ar Guatemala evit c'hoari, stajoù hañv… Gant Jakez e chome ar re yaouank da bleustriñ e-pad an dibenn sizhun e Gwiseni pe er Releg evit bout prest. Met n'eus ket kalz a c'hoariva bremañ siwazh... Aet eo Celine war vicher renerez kumpagnuniezh La Obra (kenderc'hel a ra memes tra e skolaj Brizeug Kemper, ha prest eo da sikour neb a gar en e skol, skolaj, lise) ha Jakez war e leve...

Doare Jakez ar Born da labourat, aterset pemp bloaz 'zo : "E trede klas, an doare 'm eus da labourat eo doare Ar Vro Bagan, da lavarout eo : c'hoant 'm eus krouiñ un dra bennak, ha neuze ez on me gant ar ger diwezhañ, dreist-holl ma ne vez kinniget 'tra ganto (leuskel a ran anezho da ginnig e-pad tri miz). Labourat a ran ganto evel ma vefent ur strollad c'hoariva a-vicher."

C'hoariva er skol ?

Peder skol e rouedad Diwan o tegemer ar Vro Bagan e 2015, nebeut-tre a skolioù o c'hervel La Obra : ha reizh eo ? Pa vez ken pouezus an arz a lak ar vugale da zerc'hel soñj eus frazennoù a- bezh (o re ha re ar vignoned), pa vez roet dezho un ampartiz war ul leurenn a servijo dezho war-lerc'h da gaozeal dirak an dud en o buhez keodedel ? Ne vefe ket erru poent lakaat ar c'hoariva evel forzh peseurt danvez ret e Diwan ? Ha graet war-dro gant tud a-vicher o sikour ar gelennerien da sevel pezhioù-c’hoari hag o stummañ anezho ?

C'hoariva el lise ?

Evit al lise : ar stignad Karta a c'hell bezañ implijet gant ar

gelennerien war ar brezhoneg da vezañ ambrouget gant tud a vicher evit

sevel ur raktres c'hoariva gant al liseidi.

Evit ar skolajoù_ : ur gevellerezh 3 bloaz (skoazellet gant Kuzul

Departamant 29) a zo etre ar Gompagnuniezh Teatr Piba

ha skolaj Diwan ar Releg.

Ar stignad Skol c'hoariva, lakaet e plas gant Rannvro Breizh a skoazell

ar raktresoù c'hoariva er skolioù (eus ar skol vamm betek ar skolaj)

harpet gant tud a vicher.

La Obra, AVB, Madarjeu ha Piba a ya er skolioù (eus ar skol vamm betek

al lise) bep bloaz.

Evit gouzout hiroc'h

Kevread C'hoariva

al lec'hienn : (voir le site)

Setu kemenadenn ar gevredigezh C'hoariva :

"Abaoe penn kentañ ar stignad e klaskomp bountañ war ar raktresoù.

Kreskiñ a ra goustadig an eurioù c'hoariva er skolioù. A-benn nebeut e

raimp en dro ur c'houlzad kelaouiñ evit lakaat da anavezout ar c'hoariva

er skol. Pouezus kenañ da geñver arz ar c'hoariva, ar yezh, ar bevañ mat

a-gevret dreist holl pa ouezomp e vez kentoc'h ar yaouankiz desachet

gant ar c'hleweled ha seul vuioc'h a vo graet c'hoariva er skol seul

aesoc'h e vo krouiñ stalieroù labour c'hoariva er maez eus an amzer skol.

Statistikoù hon eus abaoe 2011.

Kreskiñ a ra niver ar skolioù ha niver ar skolidi tammig-ha-tammig a

vloaz da vloaz.

An emelloù a vez graet dreist-holl er c'hentañ derez.

Etre 2011 ha 2016 :

2 560 eurvezh a oa bet graet evit tost 2 180 bugel.

Sikour ar Rannvro evit an eurvezhioù-se : 45 000€.

Met chom a ra dister tre an traoù evit ar Morbihan, An Il-ha-Gwilen hag

el Liger Atlantel.

E 2016 war 81 abadenn c'hoariva kinniget, 33 a oa evit ar yaouankiz."

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons