Aozet e berr amzer gant ur skipailh efedus, deuet e oa brav ar vanifestadeg evit mont a-enep dibab ar rektordi berraat niver a eurvezhioù brezhoneg er c'hentañ hag en eil derez
"Diwan, Diwan, Diwan !", kantadoù a dud yaouank war blasenn ar frankiz o tont eus ar Releg, eus al Lise, eus Skolaj Diwan Kemper, Plijidi, Gwiseni... Youankizoù e leizh, hag e penn ar mikro daou gelenner yaouank bet e Diwan, o lenn barzhoneg Yann Fañch Kemener. Lazhet, ar brezhoneg ? N'eo ket sur. Keit ma vo ar Vretoned kad da stourm asambles en un doare efedus e vo dav da Vlanker hag e skipailh kompren n'eo ket posubl da genderc'hel gant ur bolitikerezh a lak da vervel an holl yezhoù a zo war douaroù bro C'hall, ma vefe ar brezhoneg, ar gallaoueg, an euskareg, an okitaneg...
Gant ma vo adkavet spered stourm unvan er vro, evit ma vefe c'hoazh bugale Diwan o komz yezh ar vro, tud yaouank o tesevel bugale hag o kelenn e brezhoneg.
Seurt abadenn e kreiz enkadenn ar c'horonavirus a ra vat d'an holl, ha laouen e oa an holl vanifesterien da welout pegen efedus e c'hell bout an energiezh a-stroll. N'eo ket echu...
Trugarez da sinañ ar petision en linenn :
https://www.change.org/p/jean-michel-blanquer-maintient-des-3h-d-enseignement-du-breton-par-classe-et-par-semaine-dans-le-secondaire