Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Erispoe, roue kentañ Breizh ?
War-lerc'h trec'h Erispoe war Charlez Voal, roue ar Franked, eo bet anavezet mab Nevenoe evel roue Breizh. Met rediet e oa dezhañ leañ fealded d'ar Frank. Peseurt statud evit rouantelezh Breizh neuze ?
Florent Grouin pour BREZHOWEB le 18/06/24 14:43
Erispoe, roue kentañ Breizh / Erispoë, premier roi de Bretagne ! - An Istor Livet : E penn-kentañ an VIIIvet kantved e oa un darn vrasañ eus Europa dindan beli ar Garolingidi. Int a soñje o-c'hunan e oent heritourien an impalaerien Roman...
Réalisation : Brezhoweb
(401 vues)
70530_1.png
A-drugarez d'ar marc'hegerezh skañv o deus ar Vretoned trec'het war arme ar Franked !

N'eo ket ken brudet Erispoe 'vel e dad pe e genderv.

Nevenoe, e dad, en doa kaset emsavadeg ar vretoned a-enep d'an impalaeriezh karolingat hag e genderv, Salaun, en deus roet hec’h oadvezh aour d'ar rouantelezh.

Met Erispoe an hini eo en deus lakaet diazezoù ar rouantelezh ha digor an hent d'an oadvezh aour !

Met eus pelec'h e teu ar familh-se ? Peseurt statud evit rouantelezh Breizh e-keñver rouantelezh Frank ? Hag ar plas 'ba impalaeriezh ar Garolingidi ?

Nikolaz a ginnig deoc'h ur prantad istorel luziet 'ba rann nevez An Istor Livet.

Un abadenn istitlet e galleg da adkavout o klikañ amañ .

Voir aussi :
0  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 2 commentaires
Naon-e-dad Le Jeudi 20 juin 2024 17:24
Hervez Alan Raude (+2017), ne vije ket bet marvet Nevenoë e Vendôme mes e Vendel (35,Breizh) kentoc'h.
.
Evit diskoachañ arguzennoù war ar poent-se, kit da welout pennadoù embannet gant al lec'hienn Ar Gedour :
.
. Le Wletic Nominoë,
.
. 7 mars 851 : mort de Nominoë, Tad ar Vro ,
.
Evit mont hirroc'h war poent pe boent eus hent istor Breizh ez eo dedennus gwelout ivez roll ar pennadoù embannet dre Ar Gedour dindan anv Alan Raude:
.
https://www.argedour.bzh/redacteur/alain/
.
Mersi braz deoc'h evit ar video-se, liv ar Gwenedeg warni!
(0) 

Mickael Gendry Le Jeudi 20 juin 2024 17:57
Erispoe, roue kentañ Breizh / Erispoë, premier roi de Bretagne ?
Lignezou roueed Vreiz tra-mor hag an douar braz a ginnig eur prezeg diwar an orinou a gemerer er mojennou adsavet ganto a-heligenta. An doare m’int bet savet a ziskouez faltaziadennou politikel ijinet hag a gont istor al lignezou kement ha ma z int diazezet warno. Orin Troia dre vojenn Romulus ha Remus zo eun doare d’en em staga ouz bed Roma ha da zevel lignezou ha rouanteleziou ar hosa posubl. Da vare Charlez Veur ema adarre an titr a « roue » e-kreiz an divizou, med damhoantou mestroni ar Franked a ya a-benn koulskoude, abred-kenañ, e enebiez ar Vretoned, ha kampagnou soudarded Charlez Veur a zougen testeni eo dizalh ar Vretoned evid gwir pe emren da vat. Er XIVved ha XVved kantved, bruderez an Duke deo addispleget ar mammennou ganto evid proui e oa kosoh lignez Vreiz eged hini rouantelez Bro-Hall. Kemer a ra perz e saverez romant broadel Breiz an douar braz e dibenn at Grenn-Amzer.
GENDRY, Mickaël, « Sur le passé romain des anciens rois de Bretagne », Bulletin de la Société archéologique du Finistère, tome CL, 2022, p.185-217.
(0)  Envoyer un mail à Mickael Gendry

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 8) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons