
Prest e oa al levr, kinniget 1300 euro d'ar skrivagner evit ma vefe tennet e levr prest da embann, ha serret neuze beg an arzour meur. Beg Goulc'han ?
Prest e oa al levr, kinniget 1300 euro d'ar skrivagner evit ma vefe echu an istor, ha serret beg an arzour meur. Ha d'ho soñj e vefe bet ar peoc'h war lerc'h ? Blev !
Gant ur vouezh sioul ha seder evel boaz e tispleg Goulc'han penaos oa bet nac'het dezhañ embann al levr, a oa prest koulskoude, ur romant evit ar yaouankiz, gant ar rektordi. Abalamour da betra ? Anv Roparz Hemon oa e-barzh. Mallozh Doue ! Pegen mezhus eo, lakaat anv un den a zo bet skrivagner, yezhour, troet gantañ ur bern oberennoù, impliijet e c'heriadur e pep klas divyezhek publik... Neuze eo erru poent da dennañ eus program galleg al liseidi "Voyage au bout de la nuit" hag ivez ar vreudeur Lumière eus studioù kleweled, ha ....
Evit selaou Goulc'han, setu al liamm, ha trugarez da Dudi Crequer evit an atersadenn ;
https://www.francebleu.fr/infos/societe/selaouit-goulc-han-kervella-ro-e-sonj-diwar-benn-afer-e-levr-difennet-gant-ensellerezh-akademiezh-1454704538
Commentaires (16)
Forzh penaos e cheñcho an enseller a-benn un hanter-vloaz. Marteze e vo souploc'h an hini a zeu.
Être antisémite n'a rien de scandaleux ? Collaborer avec les nazis n'a rien de scandaleux ? Vous avez de bien curieuses conceptions morales. Roparz Hémon n'a jamais défendu la culture bretonne puisqu'il la méprisait. Il lui préférait des délires mystiques néo-païens totalement dépourvus d'intérêt qu'il transcrivait dans un breton maladroitement calqué sur le français. Il était par ailleurs dépourvu de tout talent littéraire.
On en voyait chez les bretonnants qui contestaient la tête haute l'appelation Roparz Hemon pour un collège il y a moins de 20 ans. Parmi eux aussi des descendants de résistants ou de ceux qui ont subi la terreur boche. Aujourd'hui ils subiraient plus vite et plus fort encore des invectives nationalistes en galleg flour comme "traitre jacobin" ou "ennemi des bretons" sic...
Liberté d'expression dans le mouvement breton ? Frankiz da zispakañ = da c'hastiñ !
Ouverture des dossiers qui fâchent comme l'héritage gwalarn et breiz atao pour ne citer qu'eux ? Digeriñ an dossieroù = nitra toud !
Le fameux ennemi de la langue bretonne est bien dans la place, il ressemble toujours à Hémon, Mordrel ou Lainé et il méprise le seul breton légitime, celui du peuple.
Goulc'han Kervella, gra ma vo amzer dudius ganeoc'h en-pad ho retred ! Labour vad peus great, gant nerzh ha feiz, evit difenn Perrot zoken poent zo bet.
Deskiñ a reer penaos e oa Morvan Lebesque unan entanet gant an naziegezh da gentañ gant Parti de la Bretagne Intégrale, ha deuet da vezañ un ikonenn eus an tu-kleiz war-lerc'h, ha penaos e oa enebet Mordrel ouzh ar faskouriezh ha muioc'h intret gant ar personelouriezh da gentañ, levezonet gant ar varksouriezh ivez, er c'hontrol da Lamour da skouer. Penaos an holl a oa tost ouzh yuzevien, ouzh komunourien ha resistanted.
Kenlabouret o deus gant an Alamanted evit ar pezh a soñjent bezañ brasañ mad ar brezhoneg ha Breizh ha war an dachenn a oa o hini hepken : ar yezh hag emrenerezh Breizh. C'hoari a raent ur jeu doubl. Faziet e oant ha paeet o deus o fazi. Kement-se ne dalvez ket e oant nazied gounezet gant ideologiezh Hitler evit kelo. Klask a raent an efedusted ha mall a oa warno tennañ splet eus an holl situasionoù evit ar yezh. Kement-all o doa klasket ober gant ar Stad c'hall a-raok ar brezel, ha kement-all o dije graet ma vije bet an URSS pe an Amerikaned o ren er vro. Arabat barn diouzh ar pezh a anavezomp hiziv hag a oa dianav d'ar c'houlz-se.
Amañ e tiskouezit holl live izelañ ar preder gant o "c'hategorioù" Café du Commerce. Ur vezh !
Para sonj Pôtr ar Skluj deus doareoù-ober Fanch Mitterand , chomet mignon bras gant an hini n'eus kaset ar yuzevien d'ar maro (Bousquet) hag un hini all a oa ur wir krapul hep kontañ gant tout ar stourmerien aljerianek en doa kondaonet d'ar maro en amzer he oa ministr ar justis 'pad ar brezel Aljeria ? Ha koulskoude, n'eus ket pell 'zo, ni hon eus klevet pennoù bras Bro C'hall o kanañ meuleudi evitan war ar skrammoù hag er radiooù.
Evit ar pezh a sell deus dazont ur yezh , Pôtr ar Skluj a renkfe gouzout , memestra, ar Finneg a-vreman a zeu wareeun deus ar C'hallevala hag a oa un oberenn "chimik " penn-da-benn. E c'heller lavarout memestra evit an Nynorsk , unan eus an tri langaj implijet, hiziv an deiz, e Bro Norvej.