Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
C'hoariva rannvroel, emit-hu ?
Fonnus ha pinvidik oa bet ar c'hendiviz kaset en-dro e Karaez disadorn
Fanny Chauffin Par Taol Kurun le 24/11/13 13:50
:
Réalisation :

Fonnus ha pinvidik oa bet ar c'hendiviz kaset en-dro e Karaez disadorn : kazi an holl strolladoù, bev-buhezek gant ur bern tud yaouank, ha merc'hed e-leizh.

Lavarout a ra Fulub Jacq, gant fent ha siriusted mesket : “Met petra eo ar c'hoariva rannvroel ? Ret eo skarzhañ ar c'hlichedoù.” Evit bout talvoudus n'eo ket ret stagañ ar c'hoariva ouzh ur “rannvro”, met kentoc'h ouzh plijadur an arvesterien, ha talvoudegezh al labour skrivañ hag al leurenniañ.

Soñjoù disheñvel a oa gant an dud : evit darn eo al labour arzel eo ar pep pouezusañ ; evit Bob Simon, prezidant C'hoariva, eo kentoc'h al labour sokial, evit lakaat brezhonegerien war al leurenn hag an dud da vevañ e brezhoneg.

Met ur stourm disheñvel a vefe eu tu an “arzourien” ? Ret e vo, un devezh bennak, kas un diviz war ar poent resis-mañ, peogwir ne vez ket tabutet diwar e benn alies. Teatr Piba ne stourm ket en un doare politikel, met ar fed c'hoari e brezhoneg n'eo ket un doare da stourm, mod-pe-vod ? Lakaat tud da selaou yezh ar vro gant divskouarn n'int ket boazet ouzh ar yezh-se, mesket gant ar galleg, ha ne vefe ket dedennus ivez ?

Ar «switching» (tremen d'ur yezh d'eben all) a zo bet implijet kalz, ha war al leurennoù, er bloaz-mañ hag e-pad an tabut ivez. Bez' 'oa ur stajiadez eus La Obra o selaou troidigezh Mai, c'hoarierez e strollad nevez Forzh Petra, o treiñ en galleg, ha nepell e oa Celine, leurennierez ha renerez strollad La Obra, o treiñ ar brezhoneg e kastilhaneg evit un Indian eus ar Gwatemala. Ar fed tremen war al leurenn eus ar brezhoneg d'ar c'hastilhaneg pe d'ar galleg a vefe ur sujed all ivez. Gant Strollad Teatr Piba e oa bet muzuliet zoken petra 'oa ar feur evit pep yezh er pezh c'hoari «Al Liorzhour» : 55% e brezhoneg ha 45% e galleg.

Un dra all a seblante bezañ nevez e bedig-bed ar c'hoariva e brezhoneg : plas ar merc'hed. Anavezet e oa bed ar brezhoneg, ha bed al lennegezh dre vras, evit bout bed ar baotred.

Aze 'oa daouzek plac'h evit nav faotr. Renerezed strolladoù ha komedianezed evel peder anezho, kanerezed, merc'hed o lakaat strolladoù da dreiñ. An avel o treiñ, evel e bro Euskadi.

Met ret e vo diwall, memestra, evel 'oa skrivet war ar skritell peget ouzh prenestr ar sinema evit an dud a oa o vont kuit goude ar pezh-c'hoari «Re an tu all», disadorn noz : “Ar merc'hed a oar brezhoneg a zo dañjerus”…

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons