Put your name here

Reportage
Breizh geltiek ? Keltiek !
Setu prezegenn Corinne Poulain, renerez "Les Champs libres" e Roazhon. Respont a ra d'an tabut en doa padet ur bloavezh hag a drugarez dezhi e oa aozet ur c'hollog evit digeriñ ar FIL.
Reportage de Kerne Multimedia

Publié le 19/08/23 11:21 -- mis à jour le 19/08/23 11:21
Corinne Poulain : diskouezadeg Celtiques ?, penaos mont pelloc'h :
Réalisation : tv bro kemperle- fea

Setu prezegenn Corinne Poulain, renerez "Les Champs libres" e Roazhon. Respont a ra d'an tabut en doa padet ur bloavezh hag a drugarez dezhi e oa aozet ur c'hollog evit digeriñ ar FIL.

Ur plac'h resis, sklaer eo Corinne Poulain. Gortoz a ra navvet munutenn he frezegenn a-raok kaozeal diwar benn an tabut bet war ar rouedadoù sokial (facebook d'an 20 a viz Mae gant Alan Stivell, kleub Mediapart gant Ronan ar C'hoadig, ...) abalamour d'an doare da gas un diskouezadeg he doa disoñjet ur bern traoù evit laoskel d'an arvesterien, ar santimant e oa bet ijinet ar gel "keltiek" gant tud an naontved kantvet, ha perak ket gant nationalisted fin an eil brezelbed zoken...

Difenn a ra sav poent ar Champs libres "les Champs libres sont une place publique, un établissement populaire avec 1.2 million de visiteurs par an". E Roazhon e vez kavet ar "C'hatolikon, buhez ar Sent Kemper, ...". Mirout a ra ar mirdi glad Breizh, ha savet e oa bet ar batimant gant maen, greun-vaen ha maen-glaz evit diskouez just a-walc'h e oa ar savadur ul lodenn eus glad Breizh. Sevenadur pobl, gant ar planetarium hag a zo bet graet war batrom Ploemeur-Bodou, made in Breizh ivez, ur "Celib bihan".

Gwir eo, an diskouezadeg a oa bet diazezet muioc'h war an istor eget war ar yezh. "On parle mal des langues dans nos musées", ha koulskoude e vez graet baleadennoù heñtet e brezhoneg er mirdi-mañ, ha n'eo ket ar re varrek a vank e Roazhon evit treiñ, kavout an doare... (Skol an Emsav, Skol Veur, ...).

Treiñ a ra an tabut war an tu mat : diskouez a ra eo bev-buhezek preder an dud war danvez Breizh hag ar broioù keltiek. "Nous n'avons pas su évaluer les controverses entre les disciplines", se zo mont un tammig buan war an afer... Ha kelaouet int bet ? Lakaet int bet da brederiañ gant an dud o doa prientet an diskouezadeg ?

" Bremañ, e vo taolet kont muioc'h eus an dud, klaskerien, kevredigezhioù (Dastum, BCD...), a-drugarez d'an tabut e vo lakaet an dud da labourat asambles war ar raktresoù da zont".

Ur sell negativel he deus ouzh sevenadur ar vro, o veskañ glad "bihan" (arrebeuriñ an ti, loaoioù, feunteunioù, chapeloù...) hag ar glad "bras" (o tont moarvat eus ur patrom "klassel") : "Nous sommes les déshérités".

Se a ziskouez ivez penaos e vez gwelet ar sevenadur pobl en ul lec'h evit an holl, just a-walc'h. Hag he da gloazañ gant arroudenn Gustav Mahler : "La tradition, ce n'est pas remuer les cendres, mais entretenir le feu".

Evit ar re o dije c'hoant da vont pelloc'h, setu pennad Ronan ar C'hoadig e Mediapart :

Voir aussi :
1  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 1 commentaires
  Penn Kaled
  le Samedi 19 août 2023 14:31
Treiñ a ra an tabut war an tu mat
ant tu mat pe an tu mad ?? mad eo e vez lavaret
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.