Prest eo Kaouenn FM koulz lavaret da rentañ e deuliad d’ar CSA a-benn goulenn ur frekañsenn digantañ e fin ar miz. Ne vank ken met d’ar C’huzul Rannvro embann e skoazell d’ar raktres hag evit ar poent n’eus bet roet tamm keloù ebet d’ar gevredigezh a vod kazi 80 a dud eus ar vro.
Dalc’het soñj o deus tud Kaouenn FM eus komzoù Yann Ber Thomin hag Herri Gourmelen a embanne e miz Genver 2006, da geñver Taol Kurun Kemperle, « e rank(e) arc’hant ar rannvro servijout da gas ar brezhoneg war-raok er mediaoù » . Kalonekaus eo ar c’homzoù-mañ d’an dud n’o deus ket o radio brezhonek c’hoazh. Mall zo gante e vefe lakaet ar c’homzoù-se e pleustr.
Kaouenn FM kaouennfm [at] yahoo.fr
Kawan, 01-06-2006