photos/30/30331_1.jpg
- Chronique -
Abadennoù kanaouennoù e brezhoneg e sal Arvorik e Lesneven
Dimeurzh goude merenn e oa dalc'het e sal An Arvorik e ker Lesneven ur vrav a fest tro-dro d'ar c'han e hor yezh, ar brezhoneg a zo marv evit lod.
Par Bruno LE GRAS pour ABP le 29/05/13 16:53

Dimeurzh goude merenn e oa dalc'het e sal An Arvorik e ker Lesneven ur vrav a fest tro-dro d'ar c'han e hor yezh, ar brezhoneg a zo marv evit lod. Ar c'hontrol bev a zo bet diskouezet d'an arvesterien deut niverus evel boaz. War al leurenn, n'e oa ket nemet tud kozh peotramant tud en oad a oa deut da ganañ evit brasañ plijadur ar re a oa oc'h o selaou, ret eo lavarout e oa ivez bugale ar skolioù divyezhek a oa deut da reiñ, sur eo, med ivez da gemer plijadur, anat e oa ivez d'an holl re a zo kar o yezh dezho.

Ha dre ma 'z eus bugale o kemer perzh en darvoudoù a seurt-se e ro seurt abadennoù fiziañs mod-pe-vod e dazont ar yezh, ar sevenadur ha glad hon bro.

Lod eus kanaouennoù kinniget a oa brudet d'an holl er sal da ganañ a-stroll gant ar re war al leurenn, lod arall nebeutoc'h anavezet hogen ken brav hag ar re gentañ.

Gras da Reun Dreger, Klervi An Intañv eus Ti Ar Vro Bro Leon sikouret gant kalzig a dud ez eus deus seurt abadennoù.

Kanit 'ta tudoù a zo anv an arvest-se a vez bep nevez amzer deus outañ e Lesneven.

Evit ar re n'o defe ket bet tro da vont da selaou ar ganerien, eo bet soñjet outo gant Ti Ar Vro Leon en deus savet ul levrig bladenn arc'hant ennañ eus lod eus kanaouennoù klevet dec'h.

Ha kenkaz m'ho pefe c'hoant da genderc'hel kaout plijadur dre ar brezhoneg kit war lec'hienn Ti Ar Vro Leon evit gouzout pezh a vo kinniget e-kerzh an hañv.

doaretaer ABP evit Pariz ha Brest
[ Gwelout pennadoù all gant Bruno LE GRAS]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons