- Article -
Ur sulvez dreistordinal en abati Landevenneg
Berzh he deus graet ar gouel bras aozet e Landevenneg gant eskopti Kemper ha Leon evit lidañ war an ton bras ar Pentekost. Un taol bras a dud, war dro 15.000, en o zouez kalz a dud yaouank o deus kemeret perzh
Par Bruno Le Gras pour ABP le 29/05/12 18:51

Berzh he deus graet ar gouel bras aozet e Landevenneg gant eskopti Kemper ha Leon evit lidañ war an ton bras ar Pentekost.

Un taol bras a dud, war dro 15.000, en o zouez kalz a dud yaouank o deus kemeret perzh en devezh-se gouestlet da Zoue.

Disoc'h al labour bet kroget gant an difrae Mission 2012 e oa ar gouel-se.

prosesion

An Aotrou Eskop Le Vert en deus kinniget ul labour evit ar pevar bloaz o tont goude bezañ sealouet an holl dud o doa respontet d'an eskopti evit prientiñ Mission 2012.

Pemp tra a vo d'ober er bloavezhioù da zont:

1/ dont a-benn da grouiñ breudeuriez kristen evit lakkat an dud da eskemm kenetrezo tro dro da lavar an Aotrou Doue

2/ servij en aluzon davet an dud diaes ar vuhez dezho en ur grouiñ diagonez e pep a deanded

3/ reseviñ sened iliz Vatican II, d'an dud da gompren o feiz dre lenn testennoù ar sened

4/ bevañ e deanded, da lavarout eo kavout lec'hioù stabil pe resis lec'h lidañ an oferenn bep sul an tostañ ar gwellañ ouzh parezioniz

5/ avieliñ dre an ober hag al lavar pezh a vo labour holl gatoliked an eskopti.

Neuze e c'houlenn an Aotrou an eskop d'an holl kristenien an eskopti da gemer o ferzh labour evit lakaat an Iliz da vezañ ez-vev en amzer a-vremañ ma vez nebeutoc'h-nebeutañ a dud fidel, nebeutoc'h-nebeutañ a veleien.

Marteze ez eus un tamm mat a esperañs da gaout evel ma lavare Mgr Le Vert dre ma oa kalzig a dud yaouank o doa kemeret ur perzh vat evit reiñ dorn da aozañ ar pezh mell fest-se e pradeier abati Landevenneg.

Leun a dud, leun a blijadur, leun a levenez ha dreist-holl leun a esperañs a oa goude an devezh-se.

Ne oa ket bet deus kement tolpad a dud e Landevenneg abaoe 1500 deiz ha bloaz an abati un toullad bloavezhioù a zo

Ne oa ket avat un sulvezh ordinal!

Voir aussi sur le même sujet :