Abaoe ar 7vet a viz Meurzh 2023 ne baouez ket an tabut e Jorjia a-zivout raktres ul lezenn diwar-benn ar re a resev ar gopr eus broioù all : mediaoù ha kevredigezhioù hag ivez an dud ordinal a vez kaset dezho arc’hant eus broioù estren a rank, hervez al lezenn-se, bezañ dindan kontrol rik ar stad. Al lodenn vrasañ eus an dud a soñj dezho eo heñvel-kenañ ur raktres seurt-se ouzh al lezenn rusian brudet fall, hini a vez implijet evit kastizañ ar re n’emaint ket a-du gant politikerez ar vro.
Eveljust ne oa ket ar gevredigezh evit lezel ar Parlamant votiñ evit ul lezenn ken dañjerus evit frankiz an dud. Bodet eo bet un tolpad evit manifestiñ a-enep «al lezenn rusian», e kreiz-kêr Tbilissi dirak ar Parlamant. Ar re yaouank dreist-holl, ganto bannieloù Europa ha Jorjia. Klask a rejont mont e-barzh met n'int ket bet lezet hen ober : ar boliserien a grogas da gas anezho kuit dre zour ha gaz. Koulskoude ne oant ket ar vanifesterien evit mont kuit, ha chomet int betek ar mintin. Tud zo a zo bet gloazet (ar polis ne lavar ket pet den ez resis). Unan anezho, Zaza Beriachvili ne c’hell gwelout nemet gant ul lagad bremañ. 58 poliser o deus bet kudennoù yec’hed ivez goude an emgann. Kement-se n’eo ket bet gwelet abaoe 2019, pa oe un enkadenn bolitikel. Met n’eo ket echu gant manifestadegoù goude kement-se.
Gwir eo e c’hell ul lezenn seurt-se bezañ dañjerus evit frankiz ar vro. Dre se prezidantez Jorjia, Salome Zurabichvili hec’h añv, hag a oa d’ar mare-se o kejañ gant politikerien er Stadoù-Unanet, a lavaras e vefe lakaet ur veto ganti war al lezenn-se rak d’he mennozh n’eo ket evel se e c’hello ar vro mont war-raok war-du Europa.
A-du e oa ar bobl ganti hag e oa adkroget kement tra d’an 8vet a viz Meurzh : deuet eo adarre un tolpad, niverusoc’h c’hoazh, dirak ar Parlamant war straed Rustaveli. Strinket an dour warno, met ne raent nemet dañsal bannieloù Europa en o daouarn ha sloganoù evel «Nann d’al lezenn rusian ! ». Unan eus ar re a oa o tañsal gant banniel Europa a zo o labourat en ti-kêr, pezh a zo un tamm souezhus rak kargidi an ti-kêr a zo sañset bezañ a-du gant parti «Kartuli Otsneba» a ren ar vro bremañ. An Aotrou Maer Kac’ha Kaladze a zo sekretour-meur ar parti-mañ. Kement-se a dalv eo un tamm diaes ober eus Jorjia ur vro ma vez an holl a-du gant ar renerien.
Prest e oa ar vanifesterien en em vodañ adarre met d’an 9vet a viz Meurzh e oe graet buan-kenañ ur votadeg evit al lezenn. Ne oa nemet unan eus ar c’hannaded a oa a-du (lavaret en deus goude ne oa ket a-du e gwirionez, ur fazi a oa bet gant an urzhiataerezh), ar re all o deus votet a-enep «al lezenn rusian» ha skarzhet e oa dinac’het al lezenn. Souezhet ha laouen e oa al lodenn vrasañ eus an dud pa oa reoù all un tamm ankeniet rak aon o deveze rak un dispac’h pe un dra bennak evel-se. Koulskoude sioulaet eo bet Tbilissi goude se rak anat e oa e oa tu, daoust d’an holl diaesterioù, lakaat ar gouarnamant selaou ouzh ar bobl.
Evel-se e c'helle bezañ echu an istor, met pezh a lakaas ar jorjianed un tamm souezhet a oa doare ar bolitikerien ha kazetennerien Bro-Rusia da gomz diwar-benn kudennoù diabarzh ar vro. Seblantout a rae ne blije ket kalz dezho an emglev-se. Renerez ar chadenn tele Russia Today - Margarita Simonian - a skrivas e oa kement-se un abeg da gregiñ gant ur brezel nevez ha bombezañ Tbilissi. Pezh a lakaas ar jorjianed da grediñ e oa al lezenn-se e gwirionez savet dindan levezon Rusia. Setu bremañ e vo gwelet hag echu eo istor al lezenn arvarus-se pe get.
AM
31 | 0 | Tweet |
|