« Pa vezan amañ e e santan ez eus bet tud o vevañ, oc'h ebatiñ, o kiañ war an tamm douar-se », eme Daniel Kernalegenn oc'h ober tro e zri devezh arad foenneier ha koadoù e Lost al Lenn, Landrevarzeg : « talvoudegezh ebet evit den, nemet evidon ». « Amañ eo digor ar vro, n'eus netra da herzel ar sell », eme Ronan Menardeau dirak tevinier Tregeneg. Hag e gomper Loig Jade da ouzhpennañ : « chomet eo gouez ar vro-mañ ; setu perak e plij din kement ».
Anat, al lec'hioù-se zo tost da galon ar re meneged a-us. Liammet gant eñvorennoù, buhez, eskemmoù, fromadurioù… Tremen an trivliadoù-se koulz ha titouriñ an dud war al lec'hioù dibabet vefe brav, ket ?
Setu pezh 'm eus soñjet ober gant an heuliad boulc'het gant Blaz Produktion, Lechioù Breizh e anv : pediñ tud, brezhonegerien vat anezhe (pezh a dalv evidon komz fraezh, plaen ha « digomplekset ») da ginnig / profañ d'an arvesterien taolennoù deus lec'hioù ispisial evite. Filmet e video, frammet a-benn sevel traoù « propik, kwa ». Berrik. A c'hellfe ivez servij d'ar c'helenn.
Gant gevred Kerne eo staget an afer. Pedet on da zont da lec'hioù all (Gwened, Leon, Goueloù…). Ma. Klasket vo ober. Dav goût memestra emaomp o labourat war budjedoù strizh-kenañ.
Ha ma n'em lakfe ar strolladurioù lec'hel a zo tomm d'ar brezhoneg (ha bez 'zo ur bern) da gregiñ e-barzh ? (soñjomp ivez er « bilañkarbon » !) Sellit ouzh ar filmigoù da heul pe war (voir le site) Ha roit din ho soñj. Prest e vefen da eskemm, da zont ha, kement hag ober, da stummañ tud buan (war un devezh pe zaou), peadra dezhe da vezañ « e rout ». mailto: krisbraz [at] free.fr
PS : Lod a lâro matreze : « Pezh 'peus c'hoant ober eo un tele graet gant plouked evit plouked ? » Beñ ya, perak pas ? Boued-tabut / preder evit ur « Grenelle de la culture / langue bretonne » ?