Ur strollad c'hoariva bugale, "Fubudennig" ec'h anv, c'hoariet ugent gwech ganto dirak 1700 a dud e 2017/2019, setu ar pezh a vez kontet amañ.
Dre ma oa arc'hantaouet ar raktres gant ar C'haf (Caisse d'Allocations familiales Penn ar bed ar c'hreisteiz), douget e oa ar raktres gant bugale ar strollad.
Ha dezho da lavarout o soñj diwar-benn ar c'hoariva, ar pezh c'hoari, an doare da bleustriñ, gant Pascal Cariou, Goulc'han Kervella, ha buhezourez ar strollad, implijet gant Ti ar vro bro Kemperle an eil hag an trede bloavezh, a-drugarez da raktres ar rannvro diorren oberiantizoù evit bugale er maez ar skol gant glad ar vro. C'hoariet o deus dirak bugale gallegerien (iztitlet e oa bet war ar skramm), e festival Kerhervy div wech, gouel ar c'hoariva e Montroulez, div wech e festival Taol Kurun, ha dirak bugale skolioù Kemperle, Tremeven, Kerien, Banaleg.
Hiziv an deiz e Breizh n'eus ket a-walc'h a c'hoariva evit ar vugale hag ar grennarded e brezhoneg. Un doare dibar da gomz brezhoneg, da c'hoari un dudenn, da implij geriadur ar fulor, ar garantez, santadurioù a bep seurt...
Gant ma vo kalonekaet c'hoazh seurt raktres, evit ar vugale, ar grennarded, ar brezhoneg... hag ar c'hoariva !!!