Ul labour dreistordinal : Molière adlennet gant Nolwenn Korbell
Filmet gant Youenn Chapalain e Kemper, skignet gant Fr3, ur brav a labour a zo bet kaset gant ar skipailh evit diskouez al labour soutilh kaset gant ur gomedianez dispar !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 25/08/23 22:58
Ni eo Molière :
Réalisation : fr 3 (682 vues)
Filmet gant Youenn Chapalain e Kemper, skignet gant Fr3, ur brav a labour a zo bet kaset gant ar skipailh evit diskouez al labour soutilh kaset gant ur gomedianez dispar !
Ur brezegenn a lak Molière da vout bev, da vat !
Ur brezegenn, ur gentel lennegezh, un istor e lec'h e vez diskouezet ur Molière a gomz e brezhoneg, hag a gan Lulli, hag a ra goap ouzh an doare da welout darempredoù hon eus gant ar c'hoariva klasel.
Kalite ar brezhoneg, ar c'hoari, ar chenchamantoù imor, mouezh, ... ul labour a rank bout gwelet gant ar muiañ niver a vrezhonegerien ha nann-vrezhonegerien.
Trugarez, ha gourc'hemennoù da Nolwenn !
Voir aussi sur le même sujet : c\'hoariva, Nolwenn Korbell, krouiñ
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Mil drugarez da Nolwenn Korbel ha d'ar re o deus kemeret perzh evit sevel an abadenn-se ! Daoust hag-eñ e vo c'hoariet c'hoazh en amzer da zont ? Prest on d'ober hent evet gwelet ha selaou ar gomedianez dispar-se war al leurenn. Trugarez ivez da Gerne Multimedia evit hol lakaat da zizoleiñ teñzorioù evel hemañ.
(0)
Per Vari Kerloc’h Le Lundi 4 septembre 2023 12:55
Pep tra zo bet lavaret. 'michañs e vo c'hoariet pelloc'h c'hoazh gant Nolwenn Korbell, enni danvez ha mestroniezh ur wir a gomedianez. Da welet ha da selaou !