Fest-noz, sonadegoù, korn ar vugale, sirk, gouren, ... hag un dra ne oa ket bet evit ar poent : ur mikro digor !
Distroet e oa skipailh GBB eus bro Euskadi gant ur mennozh nevez : ober ur "mikro digor" d'an neb en deus c'hoant da rannañ e/he p/faozioù e brezhoneg war sonerezh an DJ, deuet e oa ur ganerez gant ur gitarour ivez, ur c'houblad galleg-brezhoneg, mignoned rapourien, Dom Duff, ur pennad a chomo ba penn ar selaouerien...
Piv oa ar MC, emit-ju ? Tristian Nedeleg, e skipailh aozerien GBB, o redek war e velo a-gleiz hag a zehou, o kemer amzer da welet abadenn Kakaw gant e vugale, ha da rapiñ komzoù savet gantañ diwar an RBNB : " ar marc'had a lak priz an tiez da greskiñ dalc'hmat...
Un ti da bep hini
ha pa ri di da di
Ablam d'ar RBNB
n'az po na do(e)nn na di,..."
1 | 0 | Tweet |
|