Komzoù berr ha komzoù sklaer, diwar dilennidi ar vro, sell tud Pariz ha dreist-holl ur sell ouzh ar media
Brudet mat evit bout bet e penn Calendretas Okitania, ha deuet da vout ur politikour, gouest eo David Grosclaude da lakaat ar selaouerien da asantiñ, ken simpl e seblant bout. Gwir eo, media Breizh a gont istor Breizh, ur gwir tele, ur gwir gazetenn, ur gwir radio, e yezh ar vro, petra simploc'h, a-genn ar fin ?