Bras-tre eo koadoù 'tal Kamorzh : teir forest da heul gant peulvanioù e pep hini.
Met e Florange, e vez kavet ul linenn gant 74 maen-hir a oa bet dizolet e 1929 pa oa bet troc'het gwez gant koaderien.
Dibaoe e oa deuet da vout gwarezet gant ar Stad, bet gantañ an titl "monument istorel"e 1934. Met ret e oa gortoz 1960 evit ma vefe gwelet gant an holl, naetaet da vat. Hiziv e kendalc'h al labour kempenn e Korneveg : tennet e vo ar gwez vras hag e vo plantet reoù bihanoc'h, klasket da lakaat war wel al lec'h en un doare gwelloc'h.
Met abalamour da betra ne chom 'met daou anezho en o sav c'hoazh ? Se oa titl ar valeadenn gontet gant Daniel. Displegadennoù skiantel (maen gleuz, labour an amzer o tremen, ..) a zo met e memor an dud oa bet displegadennoù disheñvel gant jeanted pe gorriganed o farsal, pe...
Ha Daniel da gontañ istor Gargam Tual en doa skarzhet kuit an holl dervennoù oa etre An Intel ha Santez Ana An Alre evit gallout mont kuit eus an draezhenn e lec'h e oa stanket e dreid... Pe hini ar c'horrigan o chom seizh bloavezh dindan an douar..
Ha tud aketus o selaou, bugale ha tud kozh, asambles e kreiz kalon ar c'hoad hag a chom gant ur bern sekredoù c'hoazh.
0 | 0 | Tweet |
|