Dindan an heol gor e oa bet lidet obidoù plac'h an tan, plac'h al levrioù hag ar stourm, evit ar brezhoneg, evit ar merc'hed, evit demokratelezh an holl bobloù er bed
En ur mizvezh en doa an Ankou graet e labour : daoust d'he stourm, abaoe pell, ha d'an nerzh divent e oa aet kuit Marijo, da 56 vloaz. Bro Kemperle, ha pelloc'h c'hoazh, bed ar brezhoneg, bed ar stourmerien, bed ar merc'hed o stourm evit gwirioù mabden, an holl a oa gant o c'halonoù rannet abaoe ar c'heloù dilun. Penaos enoriñ ur vaouezh ken degemerus, ken digor he spered, gant ur gerig evit pep hini, a-hed ar bloaz e-pad 25 bloavezh en he stal, plasenn st Mikêl, "Penn da benn" ? Goude an oferenn en iliz a oa tal kichen ar stal, gant orgaoù ha bombard, kantikoù e brezhoneg, e oa bet roet plas war lerc'h d'an enor lik ba Lokunole e lec'h e oa o vevañ gant sonerien, barzhed, kanerien, mignone.z.ed.
Kenavo, Marijo, aet kuit re abred, kalz re abred...
4 | 0 | Tweet |
|