Ar gevredigezh Produet e Breizh gant he logo tour-tan a zo kresket-mat abaoe m'eo deuet Malo Bouëssel du Bourg e penn an aozadur 12 vloaz 'zo.
Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 500 embregerezh ha 110 000 den ezel eus ar gevredigezh.
Ur gevredigezh pouezus eo neuze Produet e Breizh ha poent 'oa deomp ober ar poent war diorroadur ar gevredigezh met ivez war an doare m'en deus cheñchet ekonomiezh ar vro en dek vloaz diwezhañ.
Lakaet e vo er Pennad kaoz-mañ ar gaoz war cheñchamantoù marc'had al labour-douar, diorren bed ar servijoù e Breizh, kresk ar prizioù e Breizh, efed ar brezel en Ukraina war ekonomiezh Breizh ha logo nevez ar gevredigezh...
An abadenn Pennad Kaoz a zo savet gant Brezhoweb ha lusket gant Lionel Buannic
Istitlet e brezhoneg.
1 | 0 | Tweet |
|