Pebezh reuz ! Sellit ’ta, ar brezel e broioù ar Reter adarre, ur wezh c’hoazh., er c’horn-vro a vez graet outañ «Douar Santel» abaoe pell-pell. Daoust ma seller pizh ouzh kartennoù istorel n’eo ket bet bro ar Filistined (da lâret eo hini anvet Gaza hiriv) staget james ouzh an «Douar diouganet» (dre vras, bro Israel a-vremañ)., hervez gerioù ar Bibl. Marteze tregont - ya, tregont ! - kantved zo. Da lâred eo un tammig koshoc’h eget hini ar Gelted kozh en Europa, e teuimp deus oute, eo penn-kentañ an istor-se.
Berrig-berr, nag a freuz, nag a reuz, nag a brezelioù a-hed istor ar bobl yuzev (sellit ouzh ar Bibl yuzev, hini anvet Testamant kozh, e bed ar gristenien).
Hag e gendalc’h bremañ, dibaoe 1948. Menegomp un dra ouzhpenn : a-raok na veze savet bro vodern Israel a-vremañ, e-pad pell en Europa e oe ivez freuz ha reuz hag a-benn-a fin «pogromoù» (hervez ur ger rusianek), da lâred eo lazhadeg en o c’heñver. Hag evit echuiñ, ar «Shoah» (ur ger yuzev), pe an «Holocauste» e galleg, pe c’hoazh al «Loskaberzh» e brezhoneg, e-pad an eil brezel bed. Evit echuiñ ? Setu ar goulenn hag ar gudenn…
Setu ar pezh a vez anvet «enepyuzevouriezh»…Ur stumm «gouennelouriezh» a dra-sur. Unan ha ne c’heller keñveriañ ouzh hini ebet all en istor hon flanedenn… Perak ‘ta ? Un den lazhet a zo un den lazhet n’eo ket ‘ta ? Sklaer eo war ar poent-se. Ar gwir zo ganeoc’h. Perak ‘ta neuze e vefe ar «Shoah» (6 milion an dud. Evit keñverian : nebeutoc’h eget pemp milion a dud zo e Breizh he femp departamant) disheñvelik diouzh ul lazhadeg all ? Dre e vent ? Ya, daoust ez eus bet lazhadegoù meur e broioù all en ugentvet kantved (Unaniezh Soviedel, bro Kambodja, hag all…). Dre istor hir ha dispar ar bobl vihan-mañ, treuzkaset ganti ur sapre damm a istor? Betek bezañ gouestl d’adlañs he yezh a -nevez e dibenn an XIXvet kantved. Hag an dra-se - biskoazh kemend-all ! - hini ebet all n’en deus ket graet ! Marteze… Gwarizi, neuze… Dorn an Doue, neuze ? Kit da lenn Jules Isaac , hemañ bet ganet e 1877, e… Roazhon!) , da skouer. Marteze ivez… Mes donoc’h c’hoazh eo posubl dielfennañ an traoù. Taolomp ur sell ouzh levrioù ha soñj René Girard , da skouer. Setu mennozhioù evit mont pelloc’h ha klask kompren…..
Distroomp war blasenn Sant Kaourintin e Kemper, ar Sul-mintin-mañ (12vet a viz Du 2023). Glav, glav-puilh a oa. Pet a zisglavierioù digor braz dirak maerez Kemper ? Daou pe dri c’hant, pe muioc’hik c’hoazh ? Me ne ouian ket.. E-tal d’an Ti-kêr diouzh un tu, e-kichen Iliz-veur Bro-Gerne diouzh un tu all. Emañ ar vaerez o prezeg evel ma c’hell. Kroget eo e 11 eur vintin, evit ur c’hard-eur bennak. Diouzh he genoù, ingal, alies-alies e vez anv eus «antisémitisme», kazi e bep eil frazenn, pe dost… Ar pezh a ouian-me eo e-pad an amzer-mañ ez eus un overenn e-barzh an iliz-veur. Kroget eo e 10eur hanter, evit un eurvezh. Da lâret eo, o paouez tremenet eo al lennadennoù. (lodenn gentañ an overenn). Pere ? Sellit ’ta. Evel da gustum, div destenn a teu deus ar Bibl yuzev.
. Al lennadenn gentañ a teu deus unan eus levrioù ar bibl yuzev. Er wezh-mañ eo eus levr ar Furnez.
. Goude-se ez eus ur Salm pe un tamm anezhañ, ma vez hir. 150 Salm a zo e levr ar Salmoù, staget e-kreiz ar Bibl yuzev ivez. Er wech-mañ ez eo ar Salm 62 (pe 63 hervez niverennoù yuzev).
Pa vez anv eus «enepyuzevouriezh» war ar blasenn, evit un emgav divoutin (11eur vintin), e vez selaouet ouzh testennoù biblek, testennoù yuzev e-barzh an Iliz-veur (kroget eo an overenn e 10eur30 vintin), evel ma vez e bep overenn, forzh peseurt devez emaer (ur Sul pe get).
Evit kavout un tañva eus an dra iskis-se, setu dindan an testennoù-se. Peurunvan ganin-me. Peadra da brederiañ, n’eo ket ’ta ?
Evit gwir, hag evit bezañ resisoc’h c’hoazh, e-pad ma frege ar vaerez-se e veze lidet an eil lodenn eus an overenn. Pep den kristen a oar petra a dalv. Peadra da vezañ fromet-braz, pa soñjer e oa / eo Jezuz un den yuzev. Petra a lâran-me ? – Pa soñjer ez eo Jezuz an hini brudetañ koulz hag an hini simplañ ivez ganet e-kreiz ar bobl yuzev ha gwelloc’h c’hoazh an «hini bravañ e-touez bugale mab-den»…. Ar re a fello dezho kompren ra gomprenont….
Echu eo prezeg an intron Vaerez Kemper. Glav ha glav zo c’hoazh. Glav… N’on ket chomet pelloc’hik. Ha tud zo hag a zo chomet o eskemm kenetrezo evit un tamm kaozeadenn ?…. N’on ket sur-sur…. War e seblant, sioulik ha soñjus e oa an dremmoù….
Martial Menard (Dictionnaire français-breton, Palantines édition, 2012)
Holocauste : loskaberzh (gourel)
Racisme : gouennelouriezh (gwregel, ar ouennelouriezh)
Antisémitisme : enepyuzevouriezh (idéologie), (gwregel)
OAB (lec’hienn Ofis ar Brezhoneg)
Antisémitisme : enepsemitegezh
Mod-se ez eo posubl deoc'h keñveriañ gant an destenn embannet e skolveuriek, mar karit. Tostik-tost diouzh ar peurunvan eo (gwelout luc'hskeudennoù). Notenn: cheñchamant ebet en distagadur. Distaget e vez donoc’h er gorzailhenn ar vogalennoù e brezhoneg (donoc’h eget e galleg). Rak-se e komprener penaos ha perak e c’hell cheñch-dicheñch ar vogalennoù a lec’h da lec’h, e Breizh (KLT). Da skouer : Iler (Sant Tiler ! , e bro Rosporden), Alar (e Bro-Leon, pe dost), Alor (e Kemper). Memes tra, marteze evit e-neus / en-deus ha n’emaint ket pell an eil diouzh egile. An nep o tizoloiñ ar yezh dre ar skrid a c’hellfe bezañ kavet gantañ ez eo braz disheñvelderioù seurt-se pa emaint munut-tre, evit gwir. Un afer a gizidigezh hervez an divskouarn eo kentoc’h. A-benn ar fin, grit hervez m'emaoc'h kustumet d'ober lec’h m’emaoc’h o vevañ.
« Soñjal a ra deomp e sikouro al levr-mañ, evel m’emañ, kalz tud da antreal gwelloc’h e liderezh an Iliz. Anat eo, evel-just, pa vez lennet a vouezh uhel, e ranker ober hervez doare komz al lec’h, ha cheñch evit-se kement ger a vez ret , rak skrivet eo komz doue evit bezañ komprenet gant an dud »- Job an Irien (e raklavar Leor an Overenn, pajenn IV, 1997). Peurunvan ganin-me.
MAJ 20vet a viz Du 2023.
Lennadenn eus levr ar Furnez
Skedus eo ar Furnez ha ne goll ket he lufr. Lezel a ra
ar re a gar anezhi da sellout outi, hag ar re he c’hlask d’he
c'havout. En em ziskouez a ra dezho, a-raok m’o devez
displeget ar c’hoant d’he gwelout. An hini a zo war glask
anezhi kerkent ha gouloù-deiz, n’e no ket da vont
skuizh : he c’havout a reiñ azezet e-tal e zor. Bezañ dalc’hmat
o soñjal enni a ziskouez eo fur an den ; an nep a
chom da veilhañ en hec’h enor, a vo buan dinec’h e spered.
Mont ha dont a ra war glask eus ar re a zo din anezhi ;
para a ra dirazo war an hent, laouen he dremm. Bep tro
ma soñjont enni e teu en arbenn dezho.
SALM 62
Sec’hed ac’hanoc’h am eus, Aotrou, va Doue
Doue, o va Doue, ho klask a ran a-dal ar beure,
Sec’hed ac’hanoc’h en deus ma ene
Ma c'horf a langis etrezek ennoc’h
War un douar kraz, skuizh ha dizour
.
Hag ec’h arvestan ouzhoc’h en ho santual,
Da welet ho kalloud hag ho kloar.
Gwelloc’h ho karantez eget ar vuhez :
Ma muzelloù a veulo ac’hanoc’h.
.
Ho pennigañ a rin a-hed ma buhez,
En hoc’h Anv e savin ma daouarn.
Evel gant druz ha lard en deus ma ene e walc’h ;
Youc’hadennoù war ma muzelloù, meuleudioù em genou.
.
Nag e soñjan ennoc’h war ma gwele,
a-hed beilhoù an noz e prederian warnoc’h.
Ya, ur skoazell oc’h evidon,
Tridal a ran dindan skeud ho tivaskell.
1 | 0 | Tweet |
|