D'al Lun 24 a viz C'hwevrer ez eus bet kinniget gant Loïg Chesnais-Girard ur skipailh nevez tro-dro dezhañ evit an tri bloaz a zeu, a-raok an dilennadegoù rannvro nevez hag a vo dalc'het e miz Meurzh 2028.
Embannet eo bet anvioù ar pevar eil-prezidant nevez er Rannvro :
Kaourintine Hulaud a gemero plas Christian Troadec evel eil-brezidantez e karg deus yezhoù Breizh, brezhoneg ha gallaoueg. Ober a raio ivez war-dro ar c'helc'hioù hag ar bagadoù.
Gaëlle Le Stradic, eil-brezidantez e karg deus ar sevenadur e-plas Béatrice Macé.
Olivier Allain, eil-prezidant e karg deus kenstagded an tiriadoù.
Ronan Pichon, eil-prezidant e karg deus ar vevliesseurted.