Kafedi Istor : "Istor Kembre" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper.
Lodenn veneziek Kornôg Preden ne oa ken da gentañ pezh a zo deuet da vezañ "Kembre". Tamm-ha-tamm en em gadarnaas evel ur vroad a-ziforc’h diouzh ar Vrezhoned all.
Tro-ha-tro unvanet ha disrannet o doe Kembreiz, goude bezañ stourmet a-enep d’an Angled-Saksoned, d’en em zifenn diouzh ar Vikinged ha dreist-holl an Normaned, e penn rouantelezh Bro-Saoz adalek 1066.
E 1283 e voent trec’het a-benn ar fin, ha lakaet dindan yev ar galloud saoz. Mirout a rejont un emskiant kreñv eus o c’hembreadelezh, gant ul lennegezh puilh (ar Mabinogion…), ha o sevel ez vareadek, evel da vare Owain Glyn Dŵr ar 15vet kantved.
Staget kreñvoc’h c’hoazh ouzh Bro-Saoz e 1536 e kreñvaas mui-mui Kembre he dibarder gant pouez an Ilizioù protestant digemplegour pe, adalek an 19vet kantved, ar Reveulzi c’hreantel.
E politikerezh Breizh-Veur e verkas ivez peurvuiañ Kembre un emzalc’h a-ziforc’h, gant pouez ar Strollad Frankizour da gentañ, ar Strollad Labour da c’houde, ar vroadelouriezh kembreat a-benn ar fin, ha pa vefe dindan dremm Strollad broadel Kembre (savet e 1925) pe dindan hini ar "republikaned".
En-dro d’ar yezh dreist-holl eo kreizennet ar stourm e Kembre.