Kafedi Istor : "Proviñs Breizh, etre enframmañ ha disrann (1532-1598)" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 10 a viz Du 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
E 1532 e voe embannet stagidigezh dugelezh Breizh ouzh rouantelezh Frañs, gant ur skrid a embanne koulskoude mirout he frankizoù hengounel. Ensavadurioù emren a voe neuze lakaet en o flom, pezh a hañvale merkañ un enframmañ sioul ha c’hoataet gant pennadurezhioù ar vro. Ha koulskoude e voe treuzkaset ar c’heal broadel gant Beltram Argantred, ha daoust ma voe liammet gant politikerezh Frañs e kemeras ar C’hevre e Breizh ur ster broadel ivez...