Alies e vez sellet ouzh an Istor evel ur studi difetis eus darvoudoù an amzer dremenet, un Istor a studier, n’eur ket e-barzh avat. Istor an darvoudoù "bras" (brezelioù, dispac’hoù, renadoù politikel, emdroadurioù kevredigezhel pe armerzhel hollek kenañ, ne reomp nemet arsellout pe c’houzañv, n’hon eus krog ebet warno avat.
Ha koulskoude e c’hallomp sellout ouzh an Istor en un doare all, n’eo ket evel arsellerion, evel perzhidi ne lavaromp ket : n’eo ket an Istor "gwelet eus ar c’hrec’h", "eus an traoñ" ne lavaromp ket.
Studiañ E istor a gas da studiañ ar re omp deveret anezho, da lavarout eo e hendadoù. Se zo pal al lignezouriezh. Al lignezouriezh-rik (daveennoù ganedigezh, eured ha marvidigezh e hendadoù) ne zegas ket gwall bell. Spletusoc’h mont pelloc’h, dre glask gouzout penaos e vevent bemdez, pezh a zeu da vezañ un "istor ar familhoù" ledanoc’h. Met hon hendadoù a zaremprede amezeion, tud o farrez...pezh hol laka war dachenn an "istor lec’hel". N’eus ket da enebiñ avat an istor-familh ha lec’hel-se ouzh an istor "bras", "hollek". Diouzh un tu ez eo emdroadur an istor "bihan" disoc’h war ur skeul "izel" eus emdroadurioù ha darvoudoù an Istor "bras", diouzh an tu all e lak an Istor "bihan" an hini "bras" da vezañ "fetisoc’h", "enkorfet"…Hon istor familh ha lec’hel hol laka da verzout pergen don e voe an treuzfumadurioù hon eus arvestet a-hed ar c’hantved diwezhañ : tremen eus ur gevredigezh maezel (dreist-pouez al labour-douar…) da unan ma’z eo ar servijoù hag o deus an dreistpouez , stroñsadur ar frammoù hengounel (familh, relijion…)…
Ur C’hafedi Istor all a vo dres kinniget nebeut da c’houde war zodenn ar c’hemmoù kevredigezhel, war ar maez pergen, abaoe an 19vet kantved.
Er C’hafedi Istor-mañ e labourimp dreist-holl war an hentennoù da studiañ istor ar familhoù, an istor lec’hel…
2 | 0 | Tweet |
|