Lavaret e oa bet dezhi gant he mamm-gozh pa oa bihan : "Da betra servij ar brezhoneg ?" Met pennek e oa an Elodie vihan. Deuet eo da vout ur ganerez a-vicher
Adkavet enrolladennoù Jean-Yves Monnat geti, lakaet ar voereb kozh da selaou mouezh he zad, leñvañ ha kanañ ganti... Un eontr bet pesketaer e Porzh Gwenn, e Kerroc'h, hag a gane a-hed an amzer. War al leurenn, livioù tour tan, trouzioù an avel hag ar mor, ha daou soner dispar.
Ur veaj en amzer dremenet, gant sonennoù brav ha kempennet mat, trugarez da genderc'hel gant an hent bet boulc'het 50 vloaz 'zo gant ar re gentañ o doa kredet kanañ, ha kanañ c'hoazh, daoust d'ar vezh, daoust d'ar brezhoneg a yae da get, daoust d'an teodoù fall a lavare e oa sonennoù tonket da vervel...
0 | 0 | Tweet |
|