Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Lennomp !
Lennomp !
- Reportage -
Embann en ur mod disheñvel
Lennomp, un ti-embann nevez
Par Yann-Fañch Jacq pour Lennomp le 9/04/24 19:44

Embann en ur mod disheñvel.

Krouet zo bet un ti-embann nevez, « Lennomp », a embanno levrioù bet rakprenet gant an dud en a-raok. Ne vo moullet ken nemet ar gont a zo ezhomm.

Bez’ o deus an dud dedennet betek an 31 a viz Mae evit seveniñ o c’hoant, dre al lec’hienn pe dre ar skolioù o kemer perzh er raktres. Follennoù-nij a zo bet roet dezho.

Goude an deiziad-se ne vo ket kavet an titloù-se da brenañ, nag er stalioù levrioù, na dre ar rouedad.

Ekologel

Dre ma ne vo moullet nemet ar gont ne vo ket a stokoù. Ne vo ket kavet da brenañ er saloñsoù. Neuze ne vo ket a vruderezh, ne vo ket bountet war an dud evit prenañ levr pe levr.

Skoazell d’ar skolioù

Lakaet eo bet ar priz gwerzh da 7€ ha dibabet reiñ an hanter – da lavaret eo 3,5€ dre levr - eus kement gwerzh d’ar skolioù divyezhek o do diskleriet bezañ dedennet. Ur mod eo – dister marteze – da skoazellañ skol pe skol da gas da benn un ober pedagogel.

Ur miz hanter evit ober e soñj

A-raok mont pelloc’h e alier an dud da vont da weladenniñ lec’hienn «Lennomp » evit gouzout da betra e tenn al levrioù. Bez’ emaer e-kreiz ur prantad ma rank pep hini kelaouiñ tro-dro dezhañ rak goude an 31/5/2024 e vo re ziwezhat.

Ha goude

Disheñvel eo c’hoazh « Lennomp » dre ma n’eus ket a raktresoù evit goude. Gwelet e vo. Evit poent e vez kinniget 4 oberenn. Goude e vo, marteze, reoù all. Ijinet zo bet 7 rummad-oad met n’eo ket sur e vo levrioù evit kement rummad-oad. Ne vezer sur ken nemet eus 2 dra : e brezhoneg e vo levrioù « Lennomp » ha savet, kentoc’h, evit ar re yaouank hag ar re o teskiñ ar yezh.

Voir aussi :
3  0  
Embann levrioù a c’heller rakprenañ a ra Lennomp, dezhi meur a bal. Broudañ ar c’hrouiñ e brezhoneg gant ar soñj aesaat an eskemmoù etre aozerien ha lennerien, evit respont da ezhommoù al lennerien, o kemer e kont o live mestroni ar brezhoneg. Ober muioc’h eget krouiñ e brezhoneg. Da skouer, an titloù embannet e 2024 a lak war wel ar sevenadurioù all dre ar bed, an talvoudus ma ‘z eo da gaout darempredoù etre rummadoù oad, an digor-spered war emdroadur ar bed.
[ Gwelout pennadoù all Lennomp]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons