Gant an izprezidantez all e karg ar sevenadur, ne oa ket boazet an emsaverien da gement-mañ.
Deuet e oa e anv ar c'huzul rannvro evit lidañ ar Redadeg gant Lena Louarn e kêr Douarnenez anavezet mat gantañ, gant tud Douarnenez, mignoned bras dezhañ.
Hag en o zouez, Paskal Boccou, marv re abred. Goude bezañ bet trugarekaet an holl dud o deus sikouret ar redadeg ha labouret evit ma vefe brav an abadenn, kontet en doa piv oa Paskal evitañ ha dreist-holl en deus kalonekaet an holl re yaouank (hag ar re all) da baouez gant ar chikanioù, ar brezeligoù evit mont war raok gant ar stourm : lakaat ar yezhoù bihan hag ar sevenadurioù pobl da vezañ bev ha da gaout an dazont e vo ar Vretoned gouest da reiñ dezho.