Kenderc’hel a ra eil koulzad Made e Breizh !
Ar mel 'zo un danvez lipous a blij d'an dud. Labour ar gwenan 'zo mat-tre evit ar yec'hed hag evit an endro.
Met penaos ober war-dro ur ruskenn ?
Penaos sevel anezhi ha penaos desevel gwenan a benn-ar-fin ? Setu ar pezh 'zo bet desket gant Klariz a-drugarez da Jean-Daniel Bourdonnay, gwenaner a-vicher.
Un abadenn leun a ditouroù a-zivout ar gwenan.
Istitlet e galleg hag e brezhoneg.
Dizoloit rannoù arall war lec'hienn Brezhoweb!
0 | 0 | Tweet |
|