Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Compte rendu -
Degemer un Dileuriadur Labourerien Douar ha Saverien Loened Enezenn Ar Reunion
D'ar Gwener 9vet a viz Du ez eo bet degemeret gan KBBV, Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam, un dileuriadur labourerien douar ha saverien moc'h eus enezenn “ar Reunion” e touez anezho
Par Le Fol Jacques pour Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam le 17/11/12 10:16

D'ar Gwener 9vet a viz Du ez eo bet degemeret gan KBBV, Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam, un dileuriadur labourerien douar ha saverien moc'h eus enezenn “ar Reunion” e touez anezho un toullad a Vretoned divroet war an enezenn se.

Goude bezan selaouet ouzh un displegadenn e preti La Plancha gant Nicolas Guillaume darempredad “Bretagne Commerce International” diwar benn labour douar e bro Vietnam, Bretoned ha Reunioniz a zo en em gavet en Ti krampouezh, straed Le Thanh Ton, evit ur pred a blijadur. Sonadeg gant strollad Lang Du, sonerezh teuz Breizh ha Vietnam. Lidet war ul leve a from uhel an abadenn a zo bet peurechuet gant ur Vro Gozh hag a zasson er straedoù district kentañ Saigon c'hoazh.

Tu a vo da Vretoned Saigon d'en em gavout adarre d'an 30vet a viz Du evit degemer un dileuriadur saverien loened eus Breizh, bleniet gant dileuridi genwerzhel strollad Triskalia.

Voir aussi sur le même sujet : Bretoned Bro Vietnam
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons