Brezhoneg ha gallaoueg e Ciné FIL : interessant atav !
A-drugarez da Catherine Delalande e oa bet kinniget ar bloaz-mañ en Oriant filmoù a bep seurt e yezhoù ar vro, asturianeg, galisianeg, brezhoneg... ha gallaoueg, evit ar wech kentañ.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 25/08/22 19:56
Brav ar film, dreist an displegadennoù get Prezidantez an Ofis :
Réalisation : tvbk -fea (69 vues)
A-drugarez da Catherine Delalande e oa bet kinniget ar bloaz-mañ en Oriant filmoù a bep seurt e yezhoù ar vro, asturianeg, galisianeg, brezhoneg... ha gallaoueg, evit ar wech kentañ.
Displeget fraezh ha sklaer gant Eulalie Tas, prezidantez Ofis ar gallaoueg, pegen pouezhus e oa evit ar gallaoueg mont er skolioù, bout klevet gant ar vugale, bout brudet evel an trede yezh e Breizh. "Ret eo kregiñ gant ar vugale, embann ur gazetenn evito, eilvouezhiañ filmoù..."
Graet eo gant ar c'hentañ film buheziñ e gallaoueg, ar Grufalot, pennoberenn lennegezh ar yaouankiz bedel, ha plijus ken ha ken e oa gwelout ar familh kizhier-koad o flapiñ e yezh Breizh Uhel !
Voir aussi sur le même sujet : gallaoueg, stourm, kleweled
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
N'eo ket ur "yezh" met un neo-yezh, hep emglev ebet ouzhpenn-se. A-hent-all ez eus ur bern parlantoù n'en em gomprenont ket kenetrezo, da skouer etre Pordig ha Pornizh, lakaet e vije c'hoazh komzerien er parrezioù-se. Afer ar "gallaoueg" a laka hor yezh e live gantañ pa ranker er c'hontrol lakaat ar brezhoneg par d'ar galleg.
(2)
Commenter :
Warning: Undefined variable $bzh in /var/www/html/abp/www/footer.php on line 3