Anna Vreizh zo anavezet evit bezañ bet div wezh Rouanez Bro-C'hall, ha dukez diwezhañ dugelezh Breizh. Minourez an dugelezh war-lerc'h marv he zad d'an oad a unnek vloaz, eo bet dimezet gant Masimilen, Arc’hdug Aostria. Koulskoude, dindan gwask arme Charlez VIII, roue Bro-C'hall, eo bet torret hec’h eured evit dimeziñ gantañ kentoc'h.
Brezhoweb a ginnig deoc'h ober anaoudegezh gant buhez Anna Vreizh, dukez diwezhañ an dugelezh, e-barzh rann nevez eil koulzad An Istor Livet, kinniget gant Nikolaz Graignic.
Abadenn e brezhoneg, istitlet e brezhoneg hag e galleg.
https://www.brezhoweb.bzh/Anna-vreizh-dukez-breizh-istor-livet_fiche_4467.html
0 | 0 | Tweet |
|