Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Sommaire -
An Dasson n° 76 : Mont kleuz-ha-garzh dre Bleuwigner
Emañ An Dasson n°76 é paouez dont er-maez. Ar gelaouenn embannet div wezh ar blez get Kerlenn Sten Kidna (Bro An Alre). Unan divyezhek penn-da-benn an hani eo, e brezhoneg
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 13/12/12 12:47

Emañ An Dasson n°76 é paouez dont er-maez. Ar gelaouenn embannet div wezh ar blez get Kerlenn Sten Kidna (Bro An Alre). Unan divyezhek penn-da-benn an hani eo, e brezhoneg hag e galleg. « Monet Kleuz-ha-garzh dre Bleuwigner » : setu tem an niverenn-mañ a grog get ur pennad-kaoz get Guigner An Henanff, maer ar gumun, brezhoneger a-vihan ha penn strollad Kanerion Pleuwigner. Ganet eo bet e 1941 e Pleuwigner, komz a ra ag e vugaleaj, ag e yaouankiz, ag e dud, a sonerezh, ag e labour èl maer, ha c'hoazh. Àr-lerc'h ho po tro d'ober anoudegezh get Pierre Le Gouvello de Keriolet (1602-1660), un den brudet e Pleuwigner, kinniget deoc'h get Daniel Carré. Displegiñ a ra deomp piv a oa an den, etre istor ha mojenn. Da heul digoradur Daniel Carré e kavoc'h un toullad avañturioù hag un testeni e-lec'h ma c'hoari Keriolet ur roll pennañ. Ur pennad-kaoz get Philippe ha Thérèse ar Berr a gloz an niverenn-mañ. Emaint é chom e Pleuwigner a-c'houde oc'hpenn hanter-kant vlez. Lakaat a reont ar gaoz àr ar cheñchamantoù a zo bet en o farrez (ar pardonioù, ar foarioù, al labour, ar filajoù...).

An Dasson niverenn 76 a vez gwerzhet e stalioù-levrioù 'zo : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma Bro (An Alré) ; er stal-kazetennoù Jéhanno plasenn an ti-gar (An Alré) ; er stal Le Fum'grat presse (plasenn ar Marc'had, Pleuwigner) pe e sal Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré. 70 pajenn. 8 € an tamm (10 € dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.

stenkidna2 [at] wanadoo.fr

Voir aussi sur le même sujet : Pleuwigner, An Dasson, Keriolet, Carré, Hénanff
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo
[ Gwelout pennadoù all Sten Kidna An-Alre]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 4) ?


Warning: Undefined variable $bzh in /var/www/html/abp/www/footer.php on line 3

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons