Françoise Louarn a zo bet prezidantez an Afdi (Agriculteurs français et développement international).
Labourat he devez alies gant kouerien Broioù-Afrika evit eskemm war ar modoù disheñvel da verañ un ti-feurm.
Lakaat a ra ar gaoz amañ war al labour-douar e Bro-Madagaskar hag e Bro-Mali dreist-holl. E-kerzh ar pennad kaoz e kontañ Françoise deomp peseurt skiant prennet he deus tapet a-drugarez d'an eskemmoù-mañ.
Ur Pennad Kaoz war stad al labour-douar hiriv an deiz met ivez war pouez geopolitikel Europa, Sina pe Rusia war Afrika.
Pennad kaoz a zo ur rummad atersadennoù hir e brezhoneg, war temoù a bep seurt (ekonomiezh, skiantoù, istoer, politikerez, arzourien, broioù estren, etc).
Posupl eo gwelet rannoù arall amañ.
Istitlet eo e brezhoneg an abadenn-se.
0 | 0 | Tweet |
|