Florent ha Nikolaz a ginnig deoc'h ar c'hoari-taol "Lost Cities Duel", ur c'hoari a-feson evit daou c'hoarier, evit tremen prantadoù plijus e brezhoneg 'ba 'r gêr pe gant ho mignoned.
Setu rann gentañ "Penaos C'hoari ?" (ha rann nemeti evit poent), un abadenn gouestlet d'ar c'hoarioù-taol da welet war Brezhoweb ! Ar pal 'zo kinnigiñ deoc'h c'hoarioù aes d'ober e brezhoneg.
N'eo ket nemet ur "pilot" ma faot deoc'h, lârit deomp penaos ho peus kavet ar rann, petra 'zo da wellaat ha dreist-holl ma plij deoc'h seurt abadennoù, pe pas !
Gortoz a reomp hoc'h alioù !
Un abadenn istitlet e galleg.
0 | 0 | Tweet |
|