Sklaer evel lagad an naer : ne chom ket kalz amzer evit saveteiñ yezhoù keltiek. Setu penaos.
"(Kembraeg) Kaoz a vo bremañ eus ar yezh Gembraeg ha neuze e seblante din e oa anat kregiñ gant un tamm Kembraeg, koshañ yezh vev Europa. Penaos en em gav ar C'hembraeg er bed a hiziv, pa vez kollet ur yezh bep div sizhun ? Ar fed ma chom bev ar yezhoù keltiek a ranker lidañ anezhañ war un ton brav - ha bezañ souezhet, ivez, war ar memes tro. Koshañ yezhoù Europa int, met gant bep a amezeg muiañ-niver a rankont talañ outañ : Katalaneg hag Euskareg e bro Spagn, Brezhoneg e bro Frañs, Kembraeg e bro Saoz. Deomp-ni, e bro Gembre, n'eo ket trawalc'h manañ bev ! Mont war-raok, ne lavaran ket !"
"Deomp-ni, n'eo ket trawalc'h e vije hor yezh perzh en istor ar vro ! En dazont, ne lavaran ket ! Mennet hag entanet omp o kenlabourat er rouedad etrebroadel evit ma 'z afe yezhoù keltiek Europa war vrasaat. Eskemmoù div-ha-div zo - ha pell zo - etre hon broioù. An darempredoù koshañ a liamomp-ni abaoe kantvedoù eo gant Breizh. Tost-tre eo hon div yezh. Ugent vloaz zo bremañ emaomp o labourat tostoc'h c'hoazh o kas hon div yezh war-raok. Gant an Iwerzhoniz hag ar Gerneveuriz e labouromp ivez. Hiziv ez eus un 10 000 bugel e Kernow hag a zo o teskiñ o yezh. Diaes eo bet - sur eo ha n'eo ket marteze - met krediñ a ran embann sklaer ha splann omp deuet a-benn da cheñch penn d'ar vazh da-geñver sell ar boblañs war ar yezh. Pa oan bihan e veze klevet a-bep seurt : "Ur yezh varv eo ar C'hembraeg." "Yezh ar beizanted eo." pe c'hoazh "Yezh ar re gozh." "
iztitlet e brezhoneg evit ul lodenn, gant ma vo graet penn da benn a-benn nebeut, a-drugarezda Rejin Gwilhamot
0 | 0 | Tweet |
|