An AFB-EKB, bodet e Pondi d’ar 24 a viz Eost, a galv mignoned ar Brezhoneg hag ar sevenadur vrezhon mond da vanifestiñ e Tellrug d’ar 14 a viz Gwengolo. Enno e vo laret a-bouez-penn ni zo a-enep groñs gallekaat, war zigarez-pilpous evel sentiñ ouzh melestradurezh ar post, an anvioù-lec’h er c’hummun-se. War bed a-bezh al liester yezhourel ne zirenk ket al lec’hiadur gant an internet.
O lavarout kontrefet pe a ziskouez kalz a zianaoudegezh pe a zo un ober evit distruj unan eus ar seblantoù pouezusañ an identelezh dibar vreizhat.
Fell a ra dimp lavarout, ivez, ur maer ne renk ket sentiñ ouzh ur velestradurezh pa gomzer eus gwir demokratelezh. Ar c’hontrol eo : ur velestradurezh a zo aze evit sentiñ ouzh an ezhommoù ur boblañs hag an dilennidi dezhi. Ret a vo dimp, an deiz-se, diskouez net ha sklaer ar Vretoned ne blego ket o chouk dirag strategiez an abafamant.
Ar Burev