Embann en ur mod disheñvel.
Krouet zo bet un ti-embann nevez, « Lennomp », a embanno levrioù bet rakprenet gant an dud en a-raok. Ne vo moullet ken nemet ar gont a zo ezhomm.
Bez’ o deus an dud dedennet betek an 31 a viz Mae evit seveniñ o c’hoant, dre al lec’hienn pe dre ar skolioù o kemer perzh er raktres. Follennoù-nij a zo bet roet dezho.
Goude an deiziad-se ne vo ket kavet an titloù-se da brenañ, nag er stalioù levrioù, na dre ar rouedad.
Dre ma ne vo moullet nemet ar gont ne vo ket a stokoù. Ne vo ket kavet da brenañ er saloñsoù. Neuze ne vo ket a vruderezh, ne vo ket bountet war an dud evit prenañ levr pe levr.
Lakaet eo bet ar priz gwerzh da 7€ ha dibabet reiñ an hanter – da lavaret eo 3,5€ dre levr - eus kement gwerzh d’ar skolioù divyezhek o do diskleriet bezañ dedennet. Ur mod eo – dister marteze – da skoazellañ skol pe skol da gas da benn un ober pedagogel.
A-raok mont pelloc’h e alier an dud da vont da weladenniñ lec’hienn «Lennomp » evit gouzout da betra e tenn al levrioù. Bez’ emaer e-kreiz ur prantad ma rank pep hini kelaouiñ tro-dro dezhañ rak goude an 31/5/2024 e vo re ziwezhat.
Ha goude
Disheñvel eo c’hoazh « Lennomp » dre ma n’eus ket a raktresoù evit goude. Gwelet e vo. Evit poent e vez kinniget 4 oberenn. Goude e vo, marteze, reoù all. Ijinet zo bet 7 rummad-oad met n’eo ket sur e vo levrioù evit kement rummad-oad. Ne vezer sur ken nemet eus 2 dra : e brezhoneg e vo levrioù « Lennomp » ha savet, kentoc’h, evit ar re yaouank hag ar re o teskiñ ar yezh.
3 | 0 | Tweet |
|