Mojennoù a oa un abadenn a-bouez evit lakaat war wel tud ampart war ar yezh a bep kornad eus Breizh…
Gant an abadenn-se e veze kenderc’het hengoun ar beilhadegoù peotramant filajoù.
Kavet 'vez 'ba an abadenn-mañ istorioù a bep sort a lak war wel liesseurted ha pinvidigezh hor yezh.
Spi hon eus ho peus bet plijadur etre ar c'hontadennoù hengounel, ar re nevez savet, an istorioù farsus, gant ur gentel da gompren pe get, evit ar re vras kement hag ar re vihan.
Ha setu ar rann ziwezhañ, un istor farsus kement ha drouk, kontet gant Benjamin Bouard !
1 | 1 | Tweet |
|