Ur vrav a souezhadenn e oa e porzh Konk-Kerne, dimerc’her. N’eo ket ar vigi-dre-lien hengounel a vank aze, mes houmañ zo brasoc’h, bravoc’h. En he benn-adreñv emañ banniel an Izelvroioù, divent, dispak, lusk-dilusk. Dic’hortozet krenn eo houmañ, hag hi deuet deus a-bell…Piv eo ? Tostaomp outi…doustadig…N’eus nemet ral a dud er porzh er mare-mañ, e-kreizig ar sizhunvezh, etre amzer-Fask hag an hañv.
Setu ar vag. Ur oueletenn ( « Schooner» e saozneg) ez eo : dezhi teir wern. Pleget he gouelioù gwenn …Koadoù al leurenn (ha reoù all) koaret brav ha lufrus dindan an heol. Un añv izelvroek, iskis un tammig, zo dezhi: « Oosterschelde » ! An añv-se a dalv un dachennad mor (lâret e vez eus Escaut oriental, e galleg) e su an Izelvroioù. Diaes eo da zistagañ. Goulennet eo bet digant ur martolod d’e zistagañ. Adgoulennet diouzhtu, ken diaes eo… ! Ur skritell (e saozneg) lakaet e-tal dezhi a c’heller lenn evit kaout sifroù resis.
Un hir a istor zo bet dezhi. Bag-dre-lien koñwerzh da gentañ penn, kemmet meur a wech, deuet da vezañ ul lestr-tan e mare ar glaou, a-raok dont da vezañ ur vag-dre-lien adarre… Un droiadenn e broioù pell (betek bro Zeland-nevez…) graet ganti, evel ar Belem da skwer…Tostaat ouzh skornegi an dachennad Antarktika… Bremañ e vez o verdeiñ ingal en Europa, ha war-zu enezeg Cabo-Verde (cap-Vert, e galleg)…e-kreiz mor Atlantel. Setu perak e vez graet gant meur a yezh en he bourzh: izelvroeg, alamaneg, saozneg, spagnoleg, galleg, diouzh am eus klevet, ha kredapl braz portugeg – hag ar c’hreoleg ouzhpenn? - ha me oar-me… Hag ar brezhoneg? Graet e vo gant hon yezh e-bourzh al lougr Kaourintin, d’an 10vet a viz Even 2019 (dre dTAV Kemper), war-zu an enezeg Glenn (pe Glenan), ken dizale. Un istor all eo.
Aet kuit eo diriaou er mintinvezh : bez e oa an uhelvor. Ha dao d’ar vor adarre! Koulskoude, ar re a fell dezho gwelout ar oueletenn-mañ, ha bigi all ivez, a c'hello en ober bremaik e-kerz sizhunvezh ar pleg-mor ( « Semaine du golfe » ,e galleg), e Gwened (dibenn miz mae 2019).
. lec’hienn Oosterschelde (e saozneg):
. ur pennad diwar detox internet, war lec’hienn Oosterschelde:
. wikipedia (galleg), istor ar vag ha traou all:
. lec’hienn Semaine du Golfe (Gwened) >>> follennig les Parades:
. lec’hienn diwar enezeg Cabo Verde (e galleg). Dedenus diwar ar yezhoù enno:
. lec’hienn AIS :
V2 pennad adkempennet 24 mae da noz