D'ar sul 17 a viz Kerzu a zo bet savet kentelioù brezhoneg e Marc'had Nedeleg Roazhon, war Plasenn Breujoù Breizh.
Dedennet eo bet an dud gant ar c'hentelioù, chomet int kalzig war diri ar Parlamant daoust d'an amzer yen. Plijet eo bet d'ar skolidi ha d'ar gelenerien. Bez e oa bugale hag oadourien : tud o tont eus pep lec'h, eus Galiza zoken !
Ger-stur an devezh a oa : “Nedeleg laouen ha brezhoneg leun ho penn !” Treuzwisket e oamp gant togoù korrigan… An T-Shirt orañjez ne oa ket tomm a-walc'h !
Perak kinnig an oberenn-mañ e Marc'had Nedeleg? Ar pal a zo lakaat ar brezhoneg da vezañ gwelet : ur bern tud a teu d'ar marc'had, un doare mat eo neuze da vezañ anavezet. Pouezus eo evidomp diskouez e c'hell ar yezh klotaat gant an aktu.
Petra vo graet gant Ai'ta ! Bro Roazhon ar bloaz o tont ? Er memes giz eo bet graet gant Ai'ta! Bro Dreger e vo lañset ganeomp taolioù arvest : kentelioù brezhoneg war ar plasennoù, festoù-deiz dic'hortozet, emgavioù treuzwisket hag all… Met amañ, moaien zo ober traoù brasoc'h c'hoazh. O soñjal emaomp en un oberenn diouzh ment Roazhon, gant sikour kevrennoù all Ai'ta! ha michañs gant kevredigezhioù all a labour war tachenn yezh ar vro. Ret eo labourat asambles… Neuze taolit evez, traoù vo da genderc'hel!