Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Teir c'hanerez brudet aterset er FIL
Nolùen ar Vuhé, Annie Ebrel, Marthe Vassalo : pep hini he mod !
Par Fanny Chauffin pour FC le 17/08/15 22:16
:

Nolùen ar Vuhé, Annie Ebrel, Marthe Vassalo : ar blijadur da ganañ asambles

Pep hini he mod, pep hini he doare da ganañ ha da vout war ul leurenn. Abaoe bloavezhioù emañ an teir maouez-mañ e penn ar c'han hengounel e Breizh. Piv, e touez ar ganerien ha kanerezed yaouank, n'en deus ket desket ur wech da nebeutañ un ton kanet gante ?

Bremañ, a-drugarez dezho kredapl, zo bet ganet ur remziad yaouankoc'h evel Rozenn Taleg, Gael Lorcy, Enora de Parscau, Angela Lorho-Pasco, Barba Loutig, hag ur bern reoù all c'hoazh.

Chik ha cheur e oa "Teir", ar bladenn gentañ aozet gant an teir c'homer. A-benn nebeut e vo fardet unan nevez. Gant hengoun mod bro Dreger, hini Lokoal Mendon, hag hini bro Annie, etre plinn ha fañch.

Setu "al laouelanig" kinniget gante, o veskañ modoù disheñvel da ganañ ar sonenn brudet-mañ.

Voir aussi :