Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ur radio brezhonek nevez e Treger ha Goueloù

Emañ ar CSA o paouez embann ur galv da ginnig frekañsoù nevez war ar vandenn FM. Ur radio nevez, Kaouenn FM e anv, a c’hallfe skignañ abadennoù brezhonek a-raok pell en Treger ha Goueloù. Goulenn a raio ur frekañs e Lannuon, el lec’h ma n’eus radio brezhonek ebet evit

Guillaume Morin pour Kaouenn FM le 12/05/06 16:54

Emañ ar CSA o paouez embann ur galv da ginnig frekañsoù nevez war ar vandenn FM. Ur radio nevez, Kaouenn FM e anv, a c’hallfe skignañ abadennoù brezhonek a-raok pell en Treger ha Goueloù. Goulenn a raio ur frekañs e Lannuon, el lec’h ma n’eus radio brezhonek ebet evit ar poent.

Ouzhpenn da 70 ezel zo e-barzh kevredigezh Kaouenn FM, un dek bennak a barrezioù o deus kaset lizheroù da Gaouenn FM da embann o skoazell ha meur a gumuniezh kumunioù ivez. Gortoz a ra bremañ Kaouenn FM skoazell ar C’huzul Rannvro ha departamant Aodoù an Arvor a-benn kinnig un teuliad solut d’ar CSA ha respont d’an Dregeriz ha Goueloùiz a c’hoanta kaout o radio ivez.

Gant galv ar CSA e c’hallo ivez ar radioioù brezhonek all a zo e Breizh-Izel goulenn, ma fell dezhe, frekañsoù nevez a-benn bezañ klevet gwelloc’h gant o selaouerien. Pevar radio zo evit ar poent : Arvorig FM e Bro-Leon, Radio Kerne, Radio Kreiz-Breizh ha Radio Bro-Gwened. Ne vank ken nemet unan e Bro-Dreger ha Bro-Oueloù da sevel ur rouedad klok hag a galite, dre an eskemmoù hag ar c’henlabour a c’hallo bezañ graet etre an holl radioioù-mañ.

mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 0 ?